Beaj en dazont
Bet eo tredeidi holl skolajoù DIWAN o weladenniñ al lise a zegemero lod anezho ar bloaz a zeu al Lun 2 eus ar miz-mañ. Setu amañ penaos eo tremenet an devezh ispisial-se evit klasad trede skolaj Diwan Jakez Riou eus Kemper.
Loc’het ar c’harr-boutin
Goude ur pennad hent er c’harr-boutin en un aergec’h plijus eo erruet ar c’hlasad e Karaez. War al lec’h int bet degemeret gant un tamm lein hag ur brezegennig a-berzh ar renerien.
Gweladenniñ ul lec’h nevez
Da c’houde eo bet gweladennet al lec’h gant ar skolajidi , ur batis kalz brasoc’h eget o skolaj. Gwelet ez eus bet ivez un nebeud kambreier war tachenn Kerampuilh, kouskva al liseidi. Komzet ez eus bet outo un tammig eus ar reolennoù pennañ hag eus ar gwirioù n’o deus ket er skolaj : kuitaat al lise da noz gant o mignoned da vont da zebriñ e kêr (gant aotre o zud evel-just)…
Un tañva eus ar c’hentelioù
Tro o deus bet da implijout ar sal skiantoù nevez a-drugarez d’ur gentelig SVD prientet ganto. Ar gentaidi a zo deuet da sikour anezho evit un taol-arnod, souezhet e oa an dredeidi o wiskañ saroioù e-pad ar gentel.
Dizoloiñ o-unan
Da heul ur pred e self al lise o deus bet ur mare evit mont da welet liseidi pe skolajidi all anavezet ganto hag ober un droiad en tro-war-droioù.
Kuitaat ul lec’h hud
Kroget ez eus erc’h da gouezhañ pa oant o kuitaat Karaez. Ar pezh a zo ral-tre evit hor paourkaezh Kerneviz! Setu peadra da leuskel ur skeudenn vrav eus ul lise hep e bar e memor ar skolajidi .