Gant Odiseia ar Gerioù er bloaz-mañ ez eus pledet gant nac'hañ an diseblanted ha sachet eo bet hon evezh p'hon eus gwelet e c'hellemp kemer perzh e brezhoneg. Neuze, ne oant ket diseblant ouzh hor yezh... Deomp e-barzh ar jeu eta ! An diaesañ moarvat eo bet bevenniñ ar sujed pa save hor skolajidi a-enep kement a draoù direizh a dremen er bed...Gant skolajidi an trede Melen ez eus bet savet pep a skrid war an tem-se hag evel-just omp bet laouen o kaout keloù e oa bet roet tri friz dezho. Setu amañ a-is an tri skrid a zo bet priziet. Re all a oa mat ivez a zellezje kement bezañ bet priziet, hogen ar pouezusañ goude-holl eo ar c'hendiviz a zo savet etrezomp hag ar preder hiniennel a zo bet lakaet dre skrid da heul.

 

IMGP2848.JPG

 

Maïna, o lenn he zestenn fromus... (Roadeg ar prizioù e Mediaoueg an Ursuladezed e Kemper)

 

N'omp ket diseblant

Sur a-walc'h n'eo ket an dra washañ a c'hoarvez er bed, met an dra-se a c'hell erruout gant an holl un deiz. Marteze e voc'h kaset en ti-retred gant ho familh.

N'on ket diseblant ouzh ar re gozh kaset en ti-retred, peogwir eo an dud-se pe, hep familh, pe o familh o deus kavet gwelloc'h paeañ un den 'vit ober war-o-zro e plas tremen mareoù diwezhañ buhez o zad pe o mamm ganto. Ar paourkaezh tud kozh-se o do evel skeudenn ziwezhañ a-raok mont kuit hini ur glañvdiourez tost dianav dezho, e plas o bugale pe o familh.


Da'm soñj n'eo ket reizh kas ho tad pa ho mam en un ti-retred. Desavet o deus ac'hanoc'h. P'ho peze ezhomm sikour e oant en ho kichen. Bremañ eo d'ho tro d'ober heñvel, ha n'eo ket leuskel anezho a-gostez. Hiziv oc'h gouest da baeañ evit ma rafe tud all war-o-zro, met warc'hoazh pa vo re ziwezhat, pa vint aet kuit 'vit atav, e rafec'h forzh petra evit bezañ ganto ur wech diwezhañ. Gwelit an dud a garit keit m'eo c'hoazh ar mare, tremen a ra buan an amzer, karit anezho a-raok ma vefe re ziwezhat. Un deiz e vo d'ho tro da vezañ kozh ha laouen e voc'h da vezañ karet d'ho tro.

Maïna (kentañ priz)


N'on ket diseblant ouzh al loened...

Ne gavan ket reizh e vefe lazhet loened evit debriñ anezho. Hepkigourez on.

Deuet on da vezañ hepkigourez un tamm muioc'h eget ur bloaz 'zo. Ma breur a zo deuet da vezañ hepkigour daou vloaz 'zo. Eñ en deus lakaet ac'hanon da gompren pegen kriz eo al lazhtiez.

Ar merk "Charal" na zouj ket ouzh al lezennoù. Da skouer eo rediet evit ar buoc'hed da vezañ istribilhet war-bouez daou bav ha ket gant unan nemetken; ar c'hontilli (evit lazhañ anezho) lemm evit ma vefe lazhet en un taol; c'hoarvezout a ra a-wechoù ne vefent ket lemm a-walc'h; ret eo d'al loened bezañ difiñv pa vezont o vezañ lazhet, ne vez ket graet. Tu 'zo da wiriekaat war You Tube o lakaat "Charal vu de l'intérieur".

Poentoù mat a zo da vezañ hepkigour, da skouer an ekologiezh. Ma teufe an holl dud da vezañ struzhdebrer e vefe renket ar c'hudennoù ekologel en un nebeud devezhioù.

Met ne redian den ebet da vezañ hepkigour, ur choaz personel eo. Met kavout a ran memes tra eo droch an dud a oar mat petra 'vez graet d'ar pezh a zebront hag a gendalc'h daoust da se.

Emma (eil priz)

 

IMGP2845.JPG

O lenn titloù ar skridoù...


N'on ket diseblant ouzh ar saotradur er bed

Pa oan bihan e veze skignet abadennoù war ar saotradur hag e soñjen e raje an dud ur striv evit gwareziñ hor planedenn peogwir e soñjen “ma saotran me, estreget ma aer a saotran pa saotran ivez hini ma c'henseurted”. Neuze em eus kroget da deurel evezh ouzh ar pezh a raen.

 Hiriv an deiz e vez skignet c’hoazh kalz a abadennoù er skinwel evit lavarout d’an dud paouez da saotrañ ar blanedenn . Nebeut a dud a sikour anezhi. Lakaat a ra ac’hanon da fuloriñ,  neuze e sonjan “ met hiriv an deiz eo diaes da dud 'zo analiñ abalamour d’an aer saotret, ma saotromp hon aer e lak labour an dud en em gann evit kaout ur blanedenn prop da ziaesaat".

 C’hoant 'm eus ober un dra met, me zo unan e-touez ur milion a grennarded o deus c’hoant e vefe prop hol lec’h bevañ ha bez' ez eus kalz muioc’h a dud a saotr ar blanedenn eget a dud a sikour anezhi. Ne vo ket me a cheñcho spered an dud . Manifestadegoù vez graet gant tud 'zo  ha peurrest an dud er blanedenn n’int ket chalet e vefe un deiz ar blanedenn o vont da get. Pa vezer dedennet gant ar voul douar hag e studier he stad e vez gwelet eo tost da vont da get. An otoioù, an uzinoù, an nukleel, an dud a vann forzh petra en natur. Setu perak n’on ket diseblant ouzh ar saotradur er bed. 

Killian (trede priz)

Degemer