Teuliad 10 vloaz eskemm
Ul levr dastumad pennadoù a zo bet aozet gant Pepe evit an 10 vloaz. Trugarez...

C'hwec'h devezh o deus tremenet ganeomp hor mignoned a Arrasate a oa deuet gant o eskemm bloaziek da Gemper, etre ar Gwener 12 a viz Meurzh hag ar Merc'her 17. Pepe hag Izaskun o c'helennerien, Juan-Carlos ar blenier, ha 25 a dud yaouank degemeret e familhoù hon tredeidi hag un nebeud pevareidi.

test 1407-copie-1
Ar mintinvezh kentañ

D'ar Gwener, pleustradoù gant hor skolajidi, sport war ar porzh, deskiñ dañsoù Breizh ha deskiñ aozañ krampouezh. Goude merenn degemeret brav en ti-kêr gant Loig Philippon e karg a sevenadurioù ha brezhoneg.

test 0085 [640x480]

Kentel gentañ : ledañ gant ar rozell...

test 0083 [640x480]

Eil kentel, treiñ gant ar spanell...

test 1424

Sport evit ober anaoudegezh...

Setu ar brezegennig a oa bet embannet gant Padrig en ti-kêr en euskareg hag e brezhoneg :

test 1432
Degemer a feson en ti-kêr gant Loig Philippon ha Jannick Yvon, kuzulierien-gêr

"Orain dela hamar urte egin genuen lehenengo elkartrukea Arrasate eta Kemperren artean. Hamar urte hauetan aukera eduki dugu beste herri bat ezagutzeko, herri bat nortasun propioa duena, identitate propioa duena. Euskaldunak eta Bretoiak baditugu amankomunean hainbat ezaugarri : estatu gabeko herriak gara, hizkuntza propioa dugu eta gu geuk izateko gogoa. Bidea luzea da eta bakoitzak bere bidea eraiki behar du bata besteari laguntzen eta gu horretan ari gara elkartruke honekin.


Euskal Herrira joaten garenean gure ikasleek beste kultura bat, beste hizkuntza bat, gauzak egiteko beste modu bat, kooperatiben bitartez, ezagutzen dute eta baita ere herri bat konzientzia duena. Oso esperientzia garrantzitsua da gure ikasleentzat eta baliagarria lizeora joan aurretik, hainbat erabaki hartzeko.


Bukatzeko , eskaera bat luzatu nahi genioke frantziar gobernuari : bai euskera eta bai bretoiera errekonozimendu ofiziala edukitzea. Lege bat behar dugu hizkuntza erregionaleentzat . Lege bat euskaraz eta bretoieraz bizi ahal izateko eskubide guztiekin."

test 1427

E kreiz sal veur an ti-kêr war dreuzoù sal an euredoù...

test 1429

Ton ha son gant Yann ha Konogan !

test 1437

Un dañs euskarat kaset brav gant ar merc'hed...

Hogen, war-lerc'h ar brezegenn, laoskomp ar gaoz gant ar re yaouank. Setu eta daou desteni ganto.


Laouenidigezh


Souezhet on bet an devezh kentañ gant o spered lodenniñ ha laouenidigezh. Kanañ a reont a-hed an amzer, hag ober a reont kalz farsadennoù. Ar Sadorn, en ur c'hortoz dirak ar bowling hon eus kanet ha desket o deus din un dañs. Disul, e Konk-Kerne, omp aet d'an aod. War an hent o deus lakaet ac'hanomp da grediñ ez afent da splujañ, holl. Degouezhet war an aod e krogont d'en em ziwiskañ kent tarzhañ holl gant ur c'hoarzh diroll !


Louise

Euskariz, eskemm


Degemeret ez eus bet ganeomp 2 glasad Euskariz eus Arrasate.


Dizoloet ez eus bet ur bern traoù ganeomp ha ganto, diwar-benn o sevenadur, o doare da vevañ asambles, o boued hag all...


Gwelet em eus ez eus etrezo darempredoù digor hag aes. Kavet em eus e oa tostoc'h ar merc'hed etrezo.


Da'm soñj ez eus muioc'h ganto an doare da vevañ a-stroll.

Souezhet on bet o klevet en em gavent e straedoù Arrasate bemdez. Ganto e vez muioc'h a festoù, ha dre ma 'z eo ur gêr vihan e vez anavezet an holl.

E-keñver an doare da zebriñ em eus dizoloet ne zebrent ket kalz e-pad ar predoù, met kentoc'h diouzh an abardaez, peogwir int boazet da zebriñ diwezhatoc'h. (9 eur noz en devezhioù skol, 10 eur en dibenn-sizhun)

Ul lodenn vras eus outo n'o doa morse tañvaet krampouezh.

Evit echuiñ ez eus un diforc'h bras etre ar brezhoneg implijet amañ, hag an euskareg du-hont.


Ar brezhoneg amañ, memes m'emañ an traoù o vont war-raok, en deus ur plas bihan a-walc'h er gevredigezh.

Komzet e vez er skol, met nebeut a dud a gomz gant o familh.

Padal e Bro-Euskadi e vez komzet kalz muioc'h. Er skol, gant o familh an aliesañ hag etre mignoned.


Félicité


Degemer