AN TAD DISKIANTET...
Kriz 'vije 'r galon na ouelje,
E bro Eliant, neb a vije :
Gwel't triwec'h karr 'tal ar vered
Ha triwec'h all eno 'tonet.
'Lec'h 'oa nav mab en un tïad,
Eent d'an douar en ur c'harrad,
Hag o mamm baour oc'h o charrat,
O zad a-dreñv o c'hwibanat :
Kollet gantañ e skïant vat.
Barzhaz Breizh.
Taolenn Louis Duveau
- Pemoc'h ! a lavaras ur vouezh.
Kefioù an targosoù a dridas war an oabl.
- Pemoc'h ! a hope an targosoù.
An avel a c'hwitellas en-dro dezhañ.
- Pemoc'h ! a c'hwitelle an avel.
Ar vein kizidik a skrijas da bep kammed dindan e dreid.
- Pemoc'h ! a skrije ar vein.
An hini kozh a yeas buanoc'h. Ar mouezhioù euzhus a rede d'e heul, a greske, a dregerne er parkeier, er c'hoadoù, a damalle, a vrude...
- Pemoc'h ! a c'harmas ur vouezh all.
An tad a zisac'has eus e sav e kreiz an hent. Klevet en doa fraezh e poull e galon mouezh e verc'h Lotea o tamall he marv d'e bizhoni.
Nann. Ene Lotea a oa pell diouzh ar safaroù douarel, pell diouzh hor c'harrhentoù...
Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez