BOD KAOUENNED...
Al lochoù
Aketus outi...
E tekno hon eus graet lochoù evit ar c'haouenned bihan. E Kerne-Izel ne vez kavet ar c'haouenned-se nemet e bro Borzhe. E pad ar vakansoù goañv omp bet en un ti-feurm e Kast, o staliañ div loch. Staliet in bet en ul lec'h ma n'eus ket re a drouz, neuze ne vo ket direnket ar c'haouenned.
Abel, uhel bintet...
Abel ha Dorian, staliet ganto al logell...
Marteze ne vo ket kaouenn ebet el lochou ar bloaz-mañ, ret e vo gortoz un nebeud bloavezhioù. Bep bloaz e vo ret mont da sellet hag-eñ zo kaouenned enno.
Abel ha Dorian
Evit an eil gwech o deus savet re 5vet ar Skolaj lochoù neizhiañ kaouenned bihan Athene noctua. E-pad kentelioù tekno Mathieu int bet savet gant boestoù gwin koad.
Gourc'hemennoù d'ar c'hlasad ha d'o c'helenner, Mathieu, hep disoñjal Klaod ha Ronan !
Sikouret en doa Klaod o raktroc'hañ tammoù koad ha korzennoù pvc a oa da vezañ staget. Labour ar re 5vet zo ul lodenn eus ul labour enklask ha gwareziñ al labousedigoù preizh noz-se kaset da-benn gant strollad Kerne-Izel ar Groupe Ornithologique Breton.
Ronan Debel