Aketus ouzh displegadennoù Anne...

 D'al lun 23 a viz Even e oa pevare devezh staj Natur ar re 6vet. Dizoleiñ ar c'hoad gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er Chapel-Nevez, goro ar saout gant Gi Peñseg, dizoleiñ loj ar saboterien ha labour ar c’hlaouaerien, hag ar Stêr-Gozh.

Brulu...

Ar Stêr-Gozh
 
Pevar devezh eo ret kaout evit sevel ul loj saboter ken bras, skipailh Pierre Le Cras, o chom e-tal ar c'hoad, en deus bodet 10 den tro-dro dezhañ evit adsevel al loj, ‘giz e veze gwechall.

O kensevel al loj...

Ur vuhez start, evel e vez displeget deomp gant Pierre Le Cras war ar video :
http://www.dailymotion.com/blogjakezriou/video/x5w15k_un-devezh-e-koadloch_lifestyle9
Bleuñv kurun, brulu, ha  piz toutou he deus kavet Airelle.
 
Hag evit echuiñ an devezh, un dro war c’hlann ar Ster-Gozh, brav ken ken gant nadozioù-aer o nijal, dour fresk ha raden-dour e-leizh !
Degemer