E-touesk an teknikoù kinniget d’ar skolajidi emañ ar pellwelerezh gant 2 boent-tec’h (pellwelerezh gant 1 poent-tec’h  a vez desket e 4re klas). Peurliesañ e kavont se diaes a-walc’h, rak dav eo bezañ resis ha doujañ ouzh reolennoù strizh. Saloon Solenn a zo mat-tre. Gant Jeremy e oa bet ijinet un enezenn tourioù uhel warni, siwazh ez eo re sklaer an dresadenn evit bezañ skublennet en un doare dereat.









Degemer