PEVAR DISPAC'H LUKIAN KERGOAT
D'ar Meurzh 4 a viz Genver ez eo deuet Lukian Kergoat (hag eñ kelenner brezhoneg e skol-veur Roazhon 2) da zistagañ ur brezegenn d'an daou glasad 3de.
Dindan e-tro un eurvezh, ha gant forzh skeudennoù liesseurt bet dastumet gantañ, en deus displeget d'ar skolajidi petra eo ar pevar dispac'h a zo bet e Breizh abaoe 1945 : yezh, sevenadur, armerzh hag identelezh.
Sachet eo bet evezh an holl evit meur a abeg : desket o deus ar skolajidi kalz traoù, ha gouzout a oar Lukian kontañ an traoù en un doare saourus ha plijus-kenañ.
Liesseurt eo bet an abadenn : yezh, sokiologiezh, sonerezh, armerzh, eus Alan Stivell da A l'aise Breizh hag eus an tiez "nevez breton" da grouidigezh Brittany Ferries ez eus bet peadra!
E dibenn an abadenn o deus gellet ar skolajidi sevel goulennoù hag ober evezhiadennoù diwar-benn ar pezh o doa kavet dic'hortoz pe spontus, evel pa veze kinniget ar Vro vigoudenn evel Laponia en ur sturlevr eus ar bloavezhioù 1920 pe c'hoazh pa veze lakaet ar Vretoned da loened peogwir e komzent o yezh.