ESKEMM ARIZMENDI-JAKEZ RIOU 2012
Digwener vintin e oa degouezhet karr-boutin Goierri Bus da 9 eur er skolaj. Juan Carlos ouzh ar rod-stur, Pepe ha Joserra da ambrougerien. 14 a skolajidi.
Aet eo ar gwenervezh d'ober anaoudegezh. Abadenn degemer, dañsoù, sport war ar porzh, tresañ daou-ha-daou, aozañ krampouezh. Goude merenn e oamp degemeret en ti-kêr gant Loig Philippon, kuzulier-kêr e karg eus ar brezhoneg. Degemer a-feson hag endervezh a-zoare goude.
Gant un dibenn-sizhun heoliek eo kroget mat an eskemm...
(Darn eus ar skeudennoù gant Joserra, trugarez dezhañ !)
Lein vat a zo bet. Trugarez Klaod !
Profet d'ar skolaj, ur varzhoneg gant Jon Maia
Dañsoù a bep bro a zo bet...
Na kaer mont da greiz-kêr !
Degemer ofisiel
Yann ha Klervi, ton-bale da vont tre
Marine ha Maïna o toniañ o binvioù en un endro istorel...
Ur varzhoneg savet ha kanet ganto ! Gourc'hemennoù !
Lusk ha lufr ! Gourc'hemennoù ivez !