Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant Muriel ar Morvan ha Ronan Hirrien evit France 3 e 2007. Elen Rubin hor c'hevelerez a Zaoulagad Breizh a oa ganeomp ivez.
Ya, ag ar choaz ez a an traoù e Silieg...
Danvez ar film, ar c'hammedoù estonus graet gant ur vourc'hadennig a 450 a dud war hent an diorren padus. Doujañ an natur, energiezhioù nevez gant an avel hag an heol, lodennaouegoù tiez savet ha difuet gant danvezioù ekologel, kreizenn puraat an dour, treuzdougerezh.
Arvesterien war selaou...
Dedennet bras eo bet hor skolajidi gant hor Friburg breizhat. Prest eo lod da vont di diouzhtu da welout ha da gompren muioc'h. Danvez ur raktres da zont, piv 'oar ?
Demat ! L'association Kroashent Kerne vous propose un hébergement de groupes à Quimper (face à la médiathèque de Penhars). Capacité maximale : 104 personnes. Description des locaux et tarifs sur notre site Internet : https://www.kroashentkerne.bzh/fr/...
Fest-noz Kalanna 2026
51
…
Kroget brav ar bloaz gant fest-noz Kalanna !! Gourc'hemennoù d'ar skolajidi 'oa war al leurenn ha trugarez vras d'an dud deuet da sikour a-youl vat ! (fotoioù Michel Dagorn)
Un gigantesque fest-noz, des chants bretons, une animation...