Tri skipailh pevare klas ar skolaj. 5 den gwelet gant ar skipailh atersadennoù : rener Ti an holl Penharz, Rachid Ben Rahal, Ewen Berthou, Andre Calvez, ha Denise, a gelenn galleg, gant tout ur skipailh, evit ar re a zegouezh eus broioù all e Penharz. 6 sketch graet gant ar skipailh"War ar bank" : ar goulenn c'hwitet, Breizhakademi Lewellyn, Starak Erell, ar vignonez a Vreizh-Veur, ar c'helenner sport, Lucy hag ar baotred. Labouret hon eus gant Jean Berthele (CDDP Kemper). An trede skipailh a laboure gant Stephane Philippe, deuet int a-benn d'ober ur film buheziñ gant ur bern fotoioù didroc'het a drugarez da Photoshop, hag ijinet o deus ur sonerezh. Ret eo bremañ echuiñ frammañ, peurlipat al lec'hienn, a-raok diskouez hol labour e Clap à l'ouest, e fin miz Mae, ha d'an holl interneterien !!!


An dud a vicher : Stéphane ha Jean


War ar skaoñ...


Mik, emeur o filmañ !


Furlukinez he damvousc'hoarzh...
Degemer