Degemeret eo bet er mintin-mañ  dileuridi Bodadeg Etrerannvroel ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù a zo gant o sizhuniad labour e Landerne. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant buhez hor skolaj ha deomp da spurmantiñ dremmoù liesseurt an dileuridigezh.

60 dileuriad deuet a rannvroioù Bro-C'hall hag eus departamantoù tramor, Gwiana, Martinik, Réunion. Ganto skiant-prenet o broioù hag ar c'hoant da zizoloiñ stad an traoù en ur skolaj Diwan. Goulennoù resis ganto diwar-benn implij ar brezhoneg en hor c'helennadurezh hag e buhez ar skolaj. Peseurt statud a zo gant hoc'h implijidi ? Penaos e rit evit an dafar skol ? Peseurt istor a vez kelennet ganeoc'h d'ho skolajidi ? Digoret frank dor ur c'hendiviz a c'houlennfe kalz muioc'h a amzer. Dedennus-tre komzoù Elzasiz diwar-benn levrioù istor kenskrivet gant Bro-C'hall ha Bro-Alamagn, re un Oksitan diwar-benn istor ar Wisigothed a zo da adskrivañ ha re un dileuriad a Wiana diwar-benn an istor gwirion a zo da gelenn d'ar skolajidi ha n'eo ket an istor skrivet gant an drec'hourien... Lod o deus komzet eus ar bec'h a oa savet pa oa bet anv a embann ez ofisiel gounidoù an trevadennadur gall, lod all a rae anv a lakaat e pleustr diouzhtu ar vreudeuriezh en ur vro a embann ar frankiz hag an ingalded...


Teoget ar Vodadeg...

Ur weladennig eta m'o deus gellet ivez ar berzhidi klevout hor skolajidi o kanañ pe o c'hoari sketchoù. Trugarez da Sten ha da glasad ar 5ved Melen. Goude ar skolaj e oa tro skol Diwan Penharz ha KELENN. Ur banne kafe adnerzhekaat a oa kinniget d'an dileuridi a-raok adpignat er c'harr-boutin, penn ganto war di-kêr Kemper.

Degemer