D'ar Gwener 24 a viz Ebrel a-hed an devezh, leun a dud o virviñ er sal liesimpij : gwiskamantoù, testennoù adwelet buan, ha Bob Simon deuet da gejañ gant ar strollad. Ur boelladenn evit komz kreñvoc'h, teurel ar vouezh ar pellañ posubl, ha dao ! Setu Yann e zaou wenneg o klask adwelout ar briñsez a zo o chom pell ... Ha goude merenn, tro ar 6ved glas gant Kaou, o klask avaloù Vleago. Yann ha Kaou a vo sikouret o-daou gant un erer bras ... Met arabat lavarout hiroc'h. D'al Lun 25 a viz Mae e Montroulez ha d'ar Yaou 18 a viz Even e ti an holl Penharz e vo c'hoariet. Ne chom ket kalz amzer (bep gwener, devezh pleustradeg ar re 6vet a vo diskol ...pe dost). Neuze, a-drugarez da Vob, omp aet kalz war-raok ! War-raok Morvarc'h ! Chom a ra ur feunteun da ober, gwiskamantoù, maskloù laboused ha loened, ha perrukenn ar vorganez Fragana !!!
(En français plus bas) Kemenn barr-amzer war yezh ha sevenadur Breizh : galv da vanifestiñ e Roazhon d’ar 17 a viz Mae 2025 Efedoù al lezenn war an arc’hant, a c’houlenn digant ar strollegezhioù lec’hel ober strivoù budjed pouezus,...
Escape game war ar boued
971
…
Vendredi après-midi, 10 équipes des classes de 5ème du collège Diwan Jakez-Riou de Quimper ont mené leur enquête dans les locaux de l'établissement pour retrouver les ingrédients perdus d'u...