GOURC'HEMENNOÙ LEWELLYN!!!!!
Gouren a ra Lewellyn e Skol Gouren Kemperle abaoe un toullad bloavezhioù dija. Eus ar c'hentañ eo bet ar c'houlzad 2009/2010 evitañ.
E kampionad Penn-ar-Bed, dalc'het e Gwitalmeze d'ar 25 a viz Ebrel , eo bet tapet gantañ an eil plas en e rummad (yaouaer nebeutoc'h evit 74 kg). Kadarnaet en deus Lewellyn an disoc'h brav-se div sizhun diwezhatoc'h da vare kampionad Breizh.
E kreiz ar goañv e oa bet gwelloc'h c'hoazh an traoù evitañ! Aet e oa ar maout gantañ da geñver an daead hiniennel. Ar genstrivadeg-se, war dri devezh, a zo bet dalc'het e Plouzane, Sant-Brieg ha Pondi. Un doare kampionad eo, ma ya an trec'h gant ar gourener bet paket ar muiañ a boentoù e-kerzh an tri devezh (nav c'hrogad gouren en holl). Tri foent a baker pa c'hounezer ur c'hrogad, ha betek c'hwec'h ma lakaer ul lamm d'e genvreur. Gouest eo bet gourener barrekañ ar skolaj da rastellat 28 poent, o c'hounit a-enep gourenerien a oad gantañ, ha zoken a-enep tud gour!
Ken brav eo bet ar jeu gant Lewellyn war palennoù Breizh 'pad ar goañv m'en do c'hoant da genderc'hel gant e lañs war ar brenn-heskenn, bremañ ma'z eo erruet an amzer vrav. N'eo ket ar c'henstrivadegoù a vanko er vro e-pad an hañv!!!
Pebezh gourener!