BEAJ AL LATINEGOURIEN
Dilun ha dimeurzh e oa strollad latinegourien ar c'hlasoù trede bleniet gant Katalin ha Mireille o foetañ bro war roudoù ar sevenadur roman. A Gemper da Bleheneg ha da Jublains goude. Setu un nebeud skeudennoù, kement ha reiñ un tañva, da c'hortoz ur gwir zisplegadenn diwar-benn ar veaj.
Lec'hienn Mane Vechenn e Pleheneg (er Mor-Bihan). Ur villa savet en IIvet kantved gant koñversanted binvidik war vord stêr an Intel
Kêr Laval hag he c'hastell bet gweladennet ganeomp d'al Lun noz.
Strollad latinegourien ar c'hlasoù 3de e Jublains (nepell eus Mayenne) gant an heñcherez.
Ar skolajidi-arvesterien e-barzh c'hoariva Jublains.