BEAJ LUZASIA 2010

 

   Evit an eil gwech em eus bet ar blijadur da vont da vro Alamagn gant ugent skolajiad 4re ha 3de klas ha Ronan Menardeau. Aet e oamp kuit d'ar 17  ha distroet d'ar 26 a viz Meurzh evit dizoleiñ bro ar Sorabiz. Nag a blijadur hon doa o kejañ gant skolajidi Räckelwitz hag o c'helennerien! Ur programm a-feson a oa bet aozet evidomp: Berlin, Bautzen, Praha, Dresden, Vattenfall ha Buchenwald.

 

   Trugarez d'an holl skolajidi evit o emzalc'h a-zoare ha da Ronan evit bezañ ambrouget anezho ganin!

 

   Setu amañ da heul fotoioù eus ar veaj ha m'ho peus c'hoant gouzout hiroc'h diwar-benn ar veaj hag ar vro, deuit da welet hon diskouezadeg er skolaj:


D'AR GWENER 4 A VIZ EVEN 2010 ETRE 5e HA 6e 30

 

Marine

 

SDC10089.JPG18/03:Ehan kreisteiz e Erfurt

 

SDC10095.JPG19/03: EAST SIDE GALLERY, moger Berlin

 

SDC10126.JPG19/03: ALEXANDERPLATZ, skolajidi dirak horolaj ar bed

 

SDC10148.JPG19/03: skipailh Kemper ha Räckelwitz dirak dor Brandenburg

 

SDC10179.JPG20/03: Tour Piza e Bautzen??!!

 

SDC10228.JPG22/03: preti 4*e Praha

 

P3220060.JPG22/03: Kêr Praha

 

DresdenMirdiYec-hedoniezh.jpg

23/03: Hygiene-Museum e Dresden

 

P3230081.JPG23/03: Dibunadeg priñsed Bro Saks

 

P3240087.JPG24/03: maengleuz Vattenfall

 

Setu un nebeud skolajidi o reiñ o soñj diwar-benn ar veaj:


  Plijet-tre on bet gant hor beaj e Bro-Alamagn. Brav-tre eo ar vro hag ar c'hêrioù. Souezhet on bet e Berlin hag e Praha peogwir ne soñjen ket e oa ken brav ar c'hêrioù-se. Disheñvel eo Bro-C'hall diouzh Bro-Alamagn peogwir eo muioc'h troet an Alamaned war an ekologiezh evit ar C'hallaoued. Gwelet hon eus kalz a rodoù-avel ha kalz a dud a implije ar c'hezeg-houarn evit mont-ha-dont. Plijet on bet ivez gant ar veaj peogwir e oa jentil-tre ar familh degemer. Desket em eus kalz a draoù e-kerzh ar veaj-mañ war sujedoù evel Moger Berlin, ar Sorabiz, an Eil Brezel Bed … Laouen-kenañ on da vezañ bet e Bro-Alamagn ha c'hoant em bije distreiñ du-hont.

                                                                                                                       Amélie

    Ar veaj da Vro-Alamagn 'oa etre ar 17 hag ar 26 a viz Meurzh. Plijus-kenañ eo bet ar veaj . Ma c'henskriverez 'oa degemerus ha servijus-tre . Dre vras e tebront ar memes meuzioù ha ni . Ar pezh hon eus gweladennet 'oa dedennus, n' ez eus nemet displegadennoù ar vengleuz 'oa un tammig enoeüs .
       Derc'hel a rin ur soñj plijus-meurbet eus ar vro-se hag eus an dud  Ma c'henskriverez 'zo e soñj dont amañ e-pad an hañv .

                                                                                                                        Eloïse

    Ne zisoñjin ket an dek devezh bevet e Bro-Alamagn.
Ar veaj a oa un tammig hir. Met kalz a vareoù plijus am eus tremenet gant ar re bevare, ar skolajidi eus ar Releg ha Gwiseni.
    Dizoloet am eus ur bed all, ur yezh, gant he stummoù, he gizioù kozh ;
A-raok mont da Vro-Alamagn ne garen ket re ar yezh met bremañ am eus komprenet e c'hellfe sikour ac'hanon peogwir ez eus tud du-hont na ouzont ket ar saozneg.
Mall 'zo warnon e tegouezhfe va c'henskriverez evit lakaat anezhi da zizoloiñ Breizh. 

                                                                                                                         Pierre


    Ur sizhunvezh hon eus tremenet e fin miz Meurzh gant hor c'henskriverien alaman.
O chom e Luzasia emaint, ul lec'h eus Alamagn ma vez komzet sorabeg ivez. Ar sorabeg a zo kalz anezhañ er gevredigezh, kalz muioc'h eget ar brezhoneg e Breizh. Souezhet on bet gant ar fed e komz muioc'h eget an hanter eus ar familhoù sorabeg.
Gant hor c'henskriverien hon eus gweladennet Praha, kêr-benn Bro-Tchek, Berlin, Dresden ha Bautzen, kêrioù alaman, Vattenfall hag a zo un embregerezh dastum glaou ha produiñ tredan, ha kamp nazi Buchenwald. War hent an distro hon eus graet un ehan e Menez-Mikael ar Mor.
Ar pezh en deus plijet kalz din eo gweladenniñ kêrioù Berlin ha Praha, brav-tre ha kreñv an aergelc'h enno, ha daremprediñ gant ar Sorabiz.
Dipitet on bet gant gweladenn Buchenwald peogwir n'am eus gwelet na desket netra, ha gant degemer ma c'henskriverez.
An amzer oa brav hag ar programm plijus. C'hoant em befe bet da chom pelloc'h !

                                                                                                                      Salomé


    Me am eus kavet e oa dreist ar veaj. Dreist e oa peogwir hon eus gweladennet lec'hioù brav ha karget a istor evel Berlin, Bautzen, Praha, Dresden... Gant ma familh sorab . Desket am eus e oa ar Sorabeg ur yezh bevoc'h eget ma soñjen. Met ar pezh en deus dipitet achanon er charr boutin a oa filmou lakaet evit lazhañ an droug amzer. Ar filmoù-se a oa jahinerezh evidon. Eürusamant ma c'henskriver a oa digemerus. Ouzhpenn alies am eus bet ur familh dispar. Ar pezh am eus kavet fentus e oa ar fed o doa ar genskriverien ur wezh ma oamp erruet e Rakelwitz panellou ma oa skrivet hon anvioù warno. Neuze e c'helled gwelout dremmoù souezhet pe dipitet e-keñver o c'henskriverien.

                                                                                                                                                                              Lewellyn

 

Plijet-tre on bet gant ar veaj. Hir e oa met evel-se hon eus graet anaoudegezh gant skolajidi, Gwiseni, ar Releg hag ar re 4re. Ar c'hêrioù hon eus gweladennet evel Berlin, Bautzen, Praha, Dresden a oa brav-tre hag hon eus desket ur bern traoù war ar vuhez du-hont. Gwelet' veze e oa a-bouez evito an hengoun hag ar yezh; komz a reont sorabeg. Ur veaj da adober eo, farsus, plijus, dedennus e oa!

                                                                                                                       Rosane

 

 

Plijet on bet gant ar veaj peogwir 'm eus gweladennet ha dizoloet traoù nevez .
Plijet on muioc‘h gant ar gweladenniñ kêrioù eget ar mirdioù met ar pezh a oa displijus a oa ar follennoù hor beze da leuniañ .
Jentil ha degemerus-tre e oa an dud du-hont.
Plijet on bet ivez gant ar boued, debret e veze mat bepred.


Plijus-tre 'oa ar veaj ! Ne oa ket re a virdioù hag ouzhpenn e oa kalz a amzer vak. Berlin, Praha, Dresden hag all... a zo kêrioù brav ha dedennus. Desket 'veze gant hor c'henskriverien ar sorabeg, neuze o doa bet un deskadurezh divyezhek eveldomp. Sorabiz a zo jentil ha degemerus. Pouezus eo ar relijion gristen evito. Tu 'oa krediñ e vefe paouroc'h an dud peogwir e oant er Reter (DDR), met bez oa kalz a diez brav ha bras. E Bro-Alamagn eo kalz marc'hadmatoc'h an traoù. Trugarez Marine evit ar veaj plijus-se !








Degemer