IMGP1377

Un diviz plijus...

 

Er mintin-mañ eo bet diskouezet ar film "din da c'hoari" savet gant Mai Lincoln hag Erwan Kermarreg diwar-benn Erwan Konk. Buhez ur paotr yaouank paket gant ar viopatiezh hag a gas e vuhez evel un den all. C'hoari mell-droad kador, studiañ, kaout ul labour bremañ evel kontaouer en un ti-bank. Gouzout a oar Erwan farsal ha reiñ nerzh d'e selaouerien. Karout a ra ar vuhez, karout a ra an darempred gant an dud. Lakaet en deus an holl da c'hoarzhin p'en deus lañset e gador-ruilh en ur pennad tizh d'el lakaat da sevel war he rodoù a-dreñv !

 

IMGP1372

Arvesterien evezhiek...

 

Un eskemm eus ar plijusañ a zo bet gant hor c'hwec'hvedidi. Ma oa hogos an holl c'houlennoù kentañ war-lerc'h ar film diwar-benn ar vell-droad kador, heñvel evit lod ouzh ur c'hoari kirri tos-tos, eo aet ar goulennoù war dachennoù liesseurt a ziskoueze kizidigezh ha nested... Bevañ gant ar c'hleñved, ar pemdez en ur ranndi nevesaet, an deskiñ bleniañ, al labour, keñveriañ gant tud nammet a anavezont war o zro.


 

IMGP1375

A-gleiz da zehou : Erwan Kermarreg, Erwan Konk hag Olier Dessauze

 

Ur gwir eskemm a zo bet ! Ur gentel a vuhez !

 

Gant gerioù eeun en deus gouezet Erwan komz dres outo. Klaoustre e vo disheñvel sell hor skolajidi kentañ gwech m'en em gavint gant unan bennak war ur gador-ruilh !

 

Trugarez da Erwan, da Erwan Kermarreg a oa gantañ evit kinnig ar film, da Olivier Dussauze eus Daoulagad Breizh ha d'hor skolajidi evit o emzalc'h mat.

 

IMGP1376

Un dorn savet... Abaf ?

Degemer