IMGP1589

A gleiz da zehou : Jeanne, 6ved, Ilan, 4re, Marine, 3de, Marion, 5ved.

 

Setu dindan roll ar c'hilometroù a zo bet prenet gant hor skolaj. Bennozh d'ar C'huzul-skoazell ha d'ar c'hrampouezherezed ez eus bet gellet prenañ unan ouzhpenn. Redet e vo gant Erell Nantel e parrez Eliant.

 

Deuit niverus da genredek ganeomp a-unan er Redadeg !

 

Da venegiñ : treuzet e vo tachenn vell-droad Mondial Pupilles Plogoneg gant ar Redadeg. Un digarez a-zoare da lakaat kejañ Sport etrevroadel hag hor Redadeg. Emgav d'an holl goude war blasenn an ifern e Douarnenez evit echuiñ a-gevret an daou gilometr diwezhañ betek ar Rozmeur.

 


 KILOMETROÙ AR SKOLAJ

 

1313         d'ar Gwener 18 a viz Mae da 2e53 g.m.etre Kroaz Menez Brizh ha bourc'h Eliant. Dougerez bazh-test : Erell Nantel.


1415         d'ar Sadorn 19 a viz Mae da 2e13 diouzh ar mintin dirak an ti-post bras e-kreiz-kêr Kemper. Kilometr ar skipailh redet gant Gael Peron ha Ninnog

 

1524         d'ar Sadorn 19 a viz Mae da 2e20 goude merenn e Plogoneg e-kichen panell Kerledan (hent ar Yeuc'h-Plogoneg), kilometrad an 3de, bazh-test douget gant Marine

 

1525          d'ar Sadorn 19 a viz Mae da 2e26 goude merenn, kilometrad ar 4re, bazh-test douget gant Ilan

 

1526          d'ar Sadorn 19 a viz Mae da 2e33 goude merenn, kilometrad ar 5ved, bazh-test douget gant Marion

 

1527          d'ar Sadorn 19 a viz Mae da 2e40 goude merenn e-kichen panell Meilh Kereil. Kilometrad ar 6ved, bazh-test douget gant Jeanne.

 

REDADEG VAT RA VEZO !

 

 

Degemer