IMGP1101

Gaëlle, da vat gant he displegadur !

 

Diriaou goude merenn e oa bet dalc'het kross ar skolaj war dachenn ar Gornigell war c'hlann zehou Stêr-Oded. Un tamm baleadeg da vont di kement hag embreger un tamm. Pep tra a oa bet prientet mat hag a zo tremenet diouzh ar c'hentañ gant an amzer gaer.

 

IMGP1100

Ar strollad prest da lañsañ !

 

Peder redadeg a oa : merc'hed 6ved-5ved, paotred 6ved-5ved, merc'hed 4re-3de, paotred 4re-3de. Echuet e oa bet an abadenn gant merenn vihan war an dachenn. Ha distro da di ar skolaj gant ar c'harr-boutin ! Digwener a-raok boulc'hañ gant kentelioù an endervezh e oa bet roet ar medalennoù hag an testenioù. Trugarez da C'haëlle, kelennerez DKS, evit an aozadur a-feson, da gement hini en deus roet dorn ha d'an holl re o deus graet o seizh gwellañ e seizh avel ar Gornigell !

 

IMGP1118

A-stroll hag a-unanoù...

 

IMGP1128

 

IMGP1130

Ho, po, pop ! N'eo ket gounezet c'hoazh !

 

IMGP1133

 

IMGP1136

Ret eo chom mennet betek penn !

 

 

Sed amañ anvioù ar re o deus gounezet :


 

Redadeg I

Olwen Mallejac, Jeanne Daniel, Klervi Rouyer. Evit live ar 6ved : Jeanne Daniel, Klervi Rouyer, Maïna Kervern. Evit live ar 5ved : Olwen Malléjac, Roxane Monfort-Perrin, Eloïse Primault.


Redadeg II

Malo Pellan, Malo Tosser, Gorwenal Lever. Evit live ar 6ved : Gwenole Toulgoat, Ewen Larour, Jamy Wohlfarth. Evit live ar 5ved : Malo Pellan, Malo Tosser, Gorwenal Lever.


Redadeg III

Marilou Andro, Yuna Roumier, Margot Rupin. Evit live ar 4re : Marilou Andro, Yuna Roumier, Margot Rupin. Evit live an 3de : Agathe Primault, Loeiza Alle, Hélène Toulgoat.


Redadeg IV

Hoel Gourlay, Ilan le Roux, Maël Yvenou. Evit live ar 4re : Ilan le Roux, Maël Donnart, Glenan Guillou. Evit live an 3de : Hoel Gourlay, Maël Yvenou, Tristan Janot.

 

photo 2

Loreidi laouen !

Degemer