Just a-raok distro Euskariz d'o bro

Evel bep bloaz ez eus bet degemeret ur strollad Euskariz ganeomp. Evit ar 6vet gwech ez eus un eskemm gant ar strollad ikastolaoù Arizmendi eus Arrasate ha tro-war-dro e proviñs Gipuzkoa. Graet eo an eskemm evit an Euskariz a zesk galleg hag hor skolidi a zesk kastilhaneg, met n’eus a ster dezhañ nemet e daremprederezh hon daou sevenadur, ober anaoudegezh gant an dud, o doare bevañ, o yezh, o bro… Arrasate a zo kêr gavell kevelourioù Bro-Euskadi (Fagor, Eroski…) hag ur chañs eo gellout anavezout ar bed armerzhel-se.
Etre an 2 hag ar 7 a viz Meurzh int bet ganeomp. 19 plac’h ha 2 baotr, gant 2 gelenner. Dizoloiñ kêr Gemper, Lokronan, Douarnenez, Oceanopolis… ha tremen un dibenn-sizhun gant ar familhoù. A-benn dilun, 19 a viz Meurzh, e pennadimp hent war-zu ar su da chom ur sizhunvezh eno :  Gernika, Bilbo, Donostia, Oñati hag Arrasate da gentañ e-lec’h ma tremeno ar C’horrika (redadeg ar yezh) e fin ar sizhun. Mall a zo war ar skolajidi hag ar gelennerien loc’hañ !  
Degemer