ARRASATE 2010
Pennadoù savet gant ar skolajidi diwar-benn hor beaj di eus ar 26 a viz Ebrel betek an eil a viz Mae
Arrasate en noz, skeudenn gant Brendan
Goude ur veaj hir ha skuizhus, omp bet degemeret a galon vat gant hor familhoù.
Souezhus eo pegen digemerus eo an dud, zoken gant estrañjourien.
An dud a chom diwezhat (evidomp) er straedoù gant o mignoned, da gomz ha da ober sport (dreist-holl ar merc’hed evel Malen) : mell-droad, basket-ball pe c’hoazh tennis-taol.
Gweladennet hon eus kêriou evel San Sebastian (Donostia, ar mor hag ar staliou dispar), Bilbao (gant ar mirdi Guggenheim, dreist), Oñati (gant he meneziou hag he baleadennou skuizhus met plijus) pe c’hoazh Gernika (hag ar mirdi diwar-benn ar brezel hag ar peoc´h).
Mat eo, peogwir emañ an darn vrasañ o chom e kreiz-kêr, tost a-walc’h ouzh ar skolaj, neuze e c’hellont mont e kêr e-pad an ehanoù hag en em welet aes e-pad an devezhiou vak.
Tremenet hon eus devezhiou dispar, siwazh e tremen buan-tre an amzer.
Nollaig ha Félicité
An aergelc'h
Baleadeg e kreiz-kêr
Hor gweladenn e Goiena
E-pad ar veaj hon eus gwelet e oa un aergelc'h plijus-kenañ er straedoù. Bez ez eus kalz muioc'h a dud er straedoù eget e Breizh, kejañ a reont an eil re gant ar re all. An dud a vev tost-tre, tu zo dezho mont d'ar skol asambles ha distreiñ asambles. Aesoc'h eo ivez evit ar festoù pe just evit mont da zebriñ e ti e an amezeien. Kavet vez kalz muioc'h a c'hoariou evit ar vugale hag a vankoù evit diskuizhañ .
Tud a bep oad a zo er straedoù , o c'hoari football , hag all....Degemeret mat-tre omp e pep lec'h, e ti an dud hag er straedoù...An dud a zesk deomp traoù war ar gêr, war ar menezioù a zo e kichen...Ar gerent a glask ober traou plijus ganeomp ha gant o bugale.
Tout an dud zo plijet gant ar sport, da skouer goulennet eo bet gant ur strollad merc'hed hag-eñ e vefemp plijet o c'hoari football ganto.
Pierre ha Brendan
Ar savaduriou istorel (mirdiou), skiantel pe arzel
Skeudenn eus kreizenn skiantoù Miramon tennet gant Sébastien
Gweladennet hon eus kalz a lec´hiou istorel hag arzel e-pad ar sizhun-se. Al lec´h kentañ hon eus gweladennet eo mirdi Gernika, desket hon eus kalz a draou diwar-benn ar pezh zo c´hoarvezet e-pad ar bloavezhiou-se ha war istor ar gêr.
Gwelet hon eus gwezenn Gernika ha komprenet he zalvoudegezh.
Gwelet hon eus pennoù pennañ istor Gernika war taolennou.
Gernikako arbola/gwezenn Gernika
Gwerenn al lezenn gozh e ti-breudoù Gernika
Bet omp ivez o weladenniñ mirdi Bilbao, anvet Guggenheim. Ennañ oberennou arzel modern, lod anezho oa iskis, brav ha bras, c´hoarzhet hon eus kalz. Mirdiou mod-se zo plijus peogwir eo posubl ijinañ kalz a draou o welet an oberennoù (perak eo bet graet an oberenn-se ? Perak al liv-se? ...)
Gweladennet hon eus mirdi ar Skiantoù e San Sebastian gant ennañ taoliou arnod a bep seurt, lod anezho gant dour, lod all gant tredan pe avel.
Hag er fin omp bet en un iliz vras gant ur stil disheñvel diouzh an ilizoù all, un Euskarad en deus displeget deomp istor an iliz, hag hini al lec´h.
Skeudenn gweledva en Arantzazu tennet gant Lucy
Desket hon eus kalz a draou war istor ar vro hag he sevenadur.
Sounil ha Maxime
Arrasate
Dre ma vevont tost an eil ouzh egile en em welont memes en diavaez eus ar prantadoù skol. Bep noz, en em adkavont war ur blasenn e Arrasate evit kaozeal, ober sport…Distreiñ a reont en o zi war-dro 9e. E skolaj Arrasate, en diforc’h diouzh hon hini, e c’hell ar skolajidi mont er straed e pad an ehanoù. Met arabat huñvreal e vefe ar memes tra er skolaj, an aotre o deus da guitaat ar skolaj nemet peogwir eo re vihan ar porzh evit an holl (3000 skolajiad ). D’ar gwener ha d’ar Sadorn noz e reont ar fest etrezo er straedoù betek fin an noz. Ober a reont tout war droad, ken tost eo pep tra.
Amaia Antero, kendiviz an devezh kentañ
Raktañva eus ur studi a bouez diwar-benn an euskareg
Merc'hed Arrasate
Kavet hon eus e rae merc’hed Arrasate kalz muioc’h a sport egedomp. Da skouer, an holl verc’hed a zo barrek war ar vell-droad, ar pezh n’eo ket ken gwir e Bro-C’hall, e lec’h ma’z eo gwelet evel ur sport paotred. O doare da vevañ e-keñver ar boued en deus souezhet ac’hanomp : Ouzhpenn debriñ kalz er predoù e tebront n’eus forzh petra etre.
Memes evit ar baotred e tebront kalz re !
O tastum ar pennoù maiz en talbenn polotenn
Plas an euskara e Euskadi
Tout an traoù er stalioù, er straedoù hag all, a zo skrivet da gentañ en euskareg ha da c’houde e kastilhaneg (Ha c’hoazh, ket dre ret). Souezhet omp bet kalz gant un den yaouank ha na ouie ket komz kastilhaneg, ne oa nemet euskareg gantañ. Etre mignoned e c’hoarvez dezho alies komz euskareg. Gant an annezidi all, kenwerzhourien pe implijidi ar c’hêrioù e vez komzet outo e euskareg. Ar mediaoù (skinwel, kazetennoù ha radio) a zo ivez e euskareg. Gweladennet hon eus unan eus anezho, “Goiena” e lec’h ma vez prientet abadennoù radio ha skinwel hag e lec´h ma vez skrivet ur gazetenn digoust. Tu zo lâret eo an euskareg ar yezh ofisiel.
Louise hag Erell
Krib an avelioù e Donostia
Un tamm displegadenn
Sorc'henn, skeudenn gant Erell
Arouezioù divarvel...
Beaj 2010 Arrasate
Hir eo bet ar veaj er c’harr-boutin bihan, met, goude daouzek eurvezh hent, erruet omp e Arrasate ! Degemeret omp bet mat-tre en arsav bus, met skuizh e oamp.
Souezhet omp bet gant an tommder bras e penn-kentañ ar veaj, dreist-holl pa’z omp bet e Bilbao o weladenniñ ar mirdi Guggenheim, 34ºC ! Eürusamant ez eus kogoù-dour un tammig e pep lec’h er straedoù. Maleürusamant eo kroget an amzer “fall” adalek diriaou noz gant taolioù-kurun hag un nebeud barradoù glav ha diskennet eo an temperadurioù da 20ºC.
E Bilbao hon eus gwelet “Snake”, ha n’omp ket bet dipitet. Redet hon eus e-barzh an oberenn vras-mañ e pad ur pennadig mat, plijus e oa !
E Donostia omp bet o kouronkañ er mor, tomm e oa, un tamm evel en hañv e Breizh.
Plijet-tre omp gant ar veaj, desket hon eus traoú, kejet hon eus gant ur bern tud… Diaes-tre e vo kuitaat ar vro… ☹ Met n’eo ket echu c’hoazh !
Ewen ha Thomas