MERENN-VIHAN NEDELEG 2012
Kinklet e oa bet trepas ar salioù-klas. Gouelioù laouen, delioù gwez, beajoù, oberennoù arzel... A-hed an endervezh e oa bet aozet krampouezh dindan ar bratell hag adalek 5 eur e oa degemeret ar familhoù. Stand ar c'huzul-skoazell, gweladenn d'ar c'hlasoù nevez war ar porzh ha strolladoù skolajidi o kanañ, e brezhoneg, alamaneg, latin, galiseg ha kement-'zo. Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi. Nedeleg laouen d'an holl !
Glenan a oa mestr war ar fardañ krampouezh !
Fardañ krampouezh, gant ur mousc'hoarzh war ar marc'had !
Mousc'hoarzhus-holl !
4reidi da vat outi !
Kaout ar pleg hag an aked !
Ur grampouezhenn stummet a zoare !
Deuet brav. Arabat fogasiñ re, memestra !
Un toaz eus an troc'h kentañ a oa, aozet gant tad e vab !
Chichant e oa an holl !
Renet gant Marine o deus kanet brav e alamaneg, saozneg, latin !
Deuet kalonek ha brav !
Ha gourc'hemennoù da Elsa ha da verc'hed he c'hlub-kanañ o deus bamet an holl gant o c'hengan !