GOUEL TREIZHERIEN SOÑJOÙ 2011 E LAZ

 

Dec'h e oa dalc'het ar gouel e sal-dañs ar "Point de vue". C'hwec'h-kant bennak a berzhidi, adalek bugale skol-vamm betek tud-kozh. Deuet e oa 5vedidi ar skolaj o deus pleustret war ar c'hoariva hag ar c'hontadennoù, kanerezed ha kaner klub ar c'han ha diskan ha skolajidi ar yoga.

 

IMGP0511

A-raok pignat gant an diri...

 

Trugarez da Fanny evit bezañ kaset ar raktresoù da benn vat ha d'an dud deuet da reiñ micher d'hor skolajidi : Louise Ebrel evit ar c'han ha diskan, Tomaz Kloareg evit ar c'hoariva, Jean Floc'h ha Kristian Duro evit ar c'hontadennoù. Trugarez ivez da Vanu Méhu en deus lakaet skolajidi ha tud gour da bleustriñ war ar yoga bep Lun da noz.

 

IMGP0523

Ur pezh saliad...

 

Aozet mat e oa an abadenn gant Pauline Kerskaven. Tro-ha-tro filmoù, kanaouennoù, c'hoari, sonerezh ha kan gant Krismenn, profoù evit ar strolladoù, merenn vihan evit an holl ha pep a brofig d'an dud da vont d'ar gêr.

 

IMGP0525

Hor c'hanerezed hag hor c'haner

 

Soñj a vo dalc'het da skouer eus ar berzh graet gant hor c'hanerien kan-ha-diskan, deuet kaer-tre o c'hanaouennoù ganto (pachpi a feson, gavotenn en enor da Louise Ebrel...), eus an degemer kalonek graet da Grismenn gant e vekanik son azlavarus, e rap e brezhoneg yac'h hag e veatbox. Eus ar c'haerañ evel oberenn a-stroll e oa dañs ront Skol Diwan Kastell-Paol, kan ganto e-barzh an dañs, ha lusket holl a-unan.

 

IMGP0527

 

An diaesañ, moarvat, reiñ un tañva eus ar pezh a zo bet graet e pep skol, skolaj hag all dre filmoù. Re alies ne vez ket intentet ar c'homzoù dre ma 'z eo fall ar son ha ne gomprener ket ar pezh a c'hoarvez dre ma n'eus displegadenn ebet ha n'eo ket frammet an heuliad. Setu ne servij, peurvuiañ, nemet d'ar re o deus kemeret perzh da estlammañ ouzh ar skeudennoù oc'h anavezout an dud pe o kaout soñj a eñvorioù plijus. Dipitus !


IMGP0528

Maela a oa bet paket e c'hoari an delwennoù difiñv...

 

Evit an darempredoù etre ar re vihan pe ar re yaouank hag ar re gozh e seblant bezañ ar gwellañ, pa c'heller, ober, sevel un dra bennak asambles (liorzhañ, paneriñ, pleustriñ war ar c'hoarioù hengounel...) ha kaout un darempred ma tegas ar re ziwezhañ-mañ o skiant prenet d'ar re yaouankañ !

 

 

Degemer