BODADEG !
Evezh a zo !
Bodadeg a vo ganeomp bep Meurzh vintin da 8 eur ha kard evit an holl skolajidi. Un digarez mat da unaniñ buhez ha spered ar skolaj, da gelaouiñ ar skolajidi eus an nevezintioù ha da reiñ dezho paperoù. Hiziv e oa ar wech kentañ. Anv a zo bet a gluboù, a implij-amzer hag a vrezhoneg. Diac'hubiñ ar sal un tamm a vo d'ober evit frankaat an degemer evit an holl.