AR SEIZH BREUR
3de klas : gweladenn an diskouezadeg war an arzoù kinklañ e Mirdi an departamant
Ha setu adkroget mat goude vakañsoù an Hollsent : e-keit ha ma oa ar skolajidi all gant o fenn devezh plijadur e brezhoneg eo bet an daou glasad 3de o welout an diskouezadeg diwar-benn an arzoù kinklañ a ginniger er mare-mañ e Mirdi an departamant.
Klotañ a ra mat-tre dodenn an diskouezadeg gant hor programmoù : lakaat war-wel sevenadur Breizh hag ar pezh a veze krouet amañ, ha reiñ deskadurezh ivez evit a sell ouzh istor an arzoù. Liammañ an daou a c'haller ober ivez : d'ar mare ma oa Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn o lakaat al lennegezh vrezhonek da vezañ evel lennegezhioù all ar bed, e veze arzourien evel skipailh ar Seizh Breur o lakaat ar c'hrouiñ breizhat da vont war vodernaat : skritelloù, asiedoù, listri, pezhioù-arrebeuri...
A bep seurt o deus gwelet ar skolajidi. Kinniget e oa an diskouezadeg e brezhoneg gant Annaig Loisel hag ambrouget e oa ar skolajidi gant Padrig, Gael ha Ronan. Berzh bras a ra an diskouezadeg : raktreset e oa bet e padfe betek kreiz miz Ebrel, hag a-benn ar fin e vo kinniget betek miz Kerzu 2011.
Hon tikedoù mont-tre :
Dantelerezed yaouank Bigoudenn azezet, Maouez eus ar C'hab, Bigoudenn
Beuzeg-Konk, plastr pri poazh gant he labour
eoullivadur gant René gant Le Jan eoullivadur
gant Alfred Delobbe Quillivic gant Henri Guinier