GALA 2009
Goude ar prizioù e oa tro an dañsadeg kaset en-dro gant DJ an dredeidi. Amañ ivez ez eus bet prizioù, roet gant ar skolajidi d'o c'henseurted en dro-mañ ! Tremenet eo brav an abadenn gant plijadur ha gwiskamantoù eus ar c'haerañ...

Loreidi an AKED

A-benn ar fin emañ ar skrid-testeni ganeomp !

LE-VE-NEZ !

Enora, tre en he bleud gant he displegadenn etre Fanny hag André Gac, Kuzulier-meur e karg eus ar brezhoneg hag eus an Dreizherien soñjoù

Displegadennoù Louisa diwar-benn devezhioù natur ar 6vedidi

Erell ha Félicité en atersadenn "people" evit TV DIWAN PENHARZ

Mestr ha diskibl, Didier Dréau ha Quentin

Maelan ha Nolwenn da vat gant an ton...

Enora ha Marine, lusk ganto da heul merc'hed ar sardin...

Sterenn, Enora ha Nolwenn o kas brav an dañs...

Arvesterien evezhiek ha plijet...Angèle Jacq, skrivagnerez, Louise Ebrel, kanerez, hag he gwaz.

An daouad Asteriks/Obeliks

Ur supporter tan-flamm-flimin !

DJ gwisket faro hag e skipailh...

En hon touez e oa ivez aktourien amerikan...

Pa lavarer deoc'h...

Miss Breizh hag an itron a Fontenay

Ar c'hiz, 'keta ?

Dañsourezed ?

Merc'hed kran !

Pevaradezed chichant !

Ha mestr an abadenn, Charlie Chaplin !