ARRASATE 2011
Dre dren ha dre garr-boutin hon eus graet hent a Gemper da Arrasate. Dre dren Kemper-Bourdel, Bourdel-Hendaia, ha dre garr-boutin Goierribus betek Arrasate. 24 e oamp a Gemper ha 16 a Wened. Amañ dindan un tamm dezrevell a zeiz da zeiz dre skeudennoù dreist-holl, ur pennad gant skolajidi a vo embannet prestik. Trugarez d'ar re o deus degaset skeudennoù.
Un hir a c'hortoz e porzh-houarn Bourdel Sant-Yann
D'ar Meurzh e oamp bet diouzh ar mintin e Gernika, mirdi ar Peoc'h ha Casa de Juntas, hep disoñjal ur weladenn da wezenn ar frankizoù euskarek, Gernikako Arbola, Dervenn Gernika.
E ti Breudoù Bizkaia
Dirak an dervenn...
Sklaeraet e oa an oabl goude merenn, pik-nik war vord Stêr-Nervion ha gweladenn mirdi Guggenheim e Bilbao.
Cheñch kêr, a-us "Guggenheim ar gwin", graet ivez gant Frank Gehry, e Elciego, korn-bro Rioja Araba
D'ar Merc'her, gweladenn Donostia gant hor skolajidi hag o c'henskriverien. Dindan an hinon. Menez Urgull hag e virdi, ar porzh, ar gêr gozh, amzer vak, pourmenadenn a-hed an draezhenn betek krib an avelioù dindan menez Igeldo.
Menez Urgull, dindan delwenn ar Galon Sakr
O tiskenn eus Menez Urgull
Savadur goullo Jorge Oteiza
Merc'hed o tidoullañ rouedoù war ar porzh
Kontxa, ar grogenn, anv an draezhenn diouzh he stumm
Krib an avelioù Chillida
Ar skipailh : Annaëlle, Arantza, Pepe, Ana ha Denez
Yaouvezh en Arrasate, diouzh ar mintin dont da anavezout an ikastola hag he zalvoudoù, kevelouriezh, euskareg...
E fin ar mintinvezh e tegouezhe ar c'horrika e Arrasate, ur pezh lañs entanus. Tud e-leizh ha startijenn forzh pegement !
Goude merenn c'hoarioù hengounel war an uhel, dañsoù, kan, klask an teñzor e kêr... Aozet dispar gant Urtzi, kelenner Deskadurezh Korf ha Sport.
An aotrou Arizmendi-Arrieta e liorzh ar skol-veur
Jone, renerez, o tisplegañ deomp spered ar sevel a-stroll. Amañ oberennoù teknologiezh.
Yezh ar vro da gentañ. Pepe o tisplegañ an darempredoù sokio-yezhoniezh er vuhez pemdeziek
Prest da vont de'i !
Aurrera ! Arrasaten ere, euskararen alde !
Ttipi, ttapa. Ttipi, ttapa. KO-RRI-KA !
Dastum ar pennoù maiz a-strew. Simpl, lañsus ha... lazhus !
Herriko plazan. War leur-gêr an ti-kêr, embann disoc'hoù klaskadeg an teñzor ha prizioù saourus d'ar re wellañ.
Diouzh an abardaez e oa bet aozet c'hoarioù a bep seurt evit ar vugale, dibunadeg ar ramzed, dañsoù...
D'ar Gwener e oamp bet o welout Oiartzun hag Hondarribia (ma voe skoliataet Jakez Riou, Youenn Drezen h.a.).
Gweladenn zedennus e mengleuz Arditurri ma voe tennet houarn anezhi adalek amzer ar Romaned betek fin an ugentvet kantved. Talvoudegezh c'heologel hag armerzhel. Dedennus-kenañ !
E-tal toull ar vengleuz
E diabarzh Mengleuz Arditurri, sanioù dizourañ enni eus amzer ar Romaned
Daoust d'ar gounidoù e chom ar bevañ en euskareg ur stourm ! Na gant hor brezhoneg ?
Kenavo da venez Udalaitz. Trugarez vras, mignoned, evit ho tegemer. Agur eta mila esker !