MERENN-VIHAN NEDELEG 2012
Tredeidi akuit gant ar rozell hag ar spanell !
Merenn-vihan Nedeleg a oa goude ar c'hentelioù dec'h. Ur mare seder evit digeriñ war ar gouelioù. War ziskouez e oa oberoù savet gant ar skolajidi e trepas ar c'hlasoù, krampouezh, standoù dindan ar bratell ha kan a-stroll. Trugarez d'an holl re o deus sikouret evit an aozañ, implijidi, kelennerien, skolajidi, kerent.
C'hwec'hvedidi da vat outi !
Pempvedidi kemend-all !
Nedeleg laouen d'an holl !