Kemennadenn diwar-benn hunva ar skolaj

Kerent ker,

Gouezet hon eus n’eus ket pell zo ‘vo lakaet un termen d’ar c’henemglev etre Ulamir ar Goaien ha Ti-kêr Plogastell-Sant-Jermen e miz Gouere 2019. Fellout a ra dezho degemer un aozadur all (L’Atelier CEAPC) hag a vefe, hervezo, kenglotusoc’h gant politikerezh ar gumun. Votet eo bet evit ar raktres nevez gant ar c’huzul-kêr d’ar 4 a viz Kerzu.

Ne c’hellint ket chom e kreizenn lojañ Plogastell-Sant-Jermen ar bloavezh-skol a zeu rak implijet ‘vefe gant L’Atelier CEAPC ar memes savadur ha ni ; degemer a reont klasoù arzoù ‘tog ar bloavezh skol.

N’eo ket bet goulennet gant Ti-kêr Plogastell-Sant-Jermen ali kuzul-merañ ar skolaj a-raok kemer an diviz-se. En em gavet omp neuze gant an dalc’h da lojañ hor diabarzhidi adalek an distro-skol a zeu.

Eüruzamant hon eus kavet un diskoulm en Enez Tudi ; gallout a raio ar greizenn « Berry Tudy » degemer mat hor skolajidi ar bloaz a zeu. Emaomp o labourat war ar c’henemglev evit kadarnaat ar raktres.

Abalamour da se ‘vo ezhomm sikour evit dilojañ an hunva e penn-kentañ miz Gouere !

Gwellañ soñjoù

Ar c’huzul-merañ

Degemer