Eben
Abaoe 2016, klask a ra gouel etrekeltiek an Oriant krouiñ liammoù etre arzourien ampart hag a-vicher ha sonerien yaouank ar vro. Setu penaos eo bet savet ar meizat « New Leurenn ».
E 2018 e oa bet kinniget da Jonathan Dour, violonour ha violoñselour brudet, heñchañ an triad kanerezed « An Teir ». Sterenn Le Guillou, Enora Jegou ha Marine Lavigne a gan e brezhoneg hag a skriv testennoù levezonet gant sujedoù keleier. Graet o deus anaoudegezh bloavezhioù a-raok, pa oant krennardezed e skolaj Diwan Kemper. Aze o doa bet tro da vont war-raok gant ar sonerezh en ur heuliañ stalioù renet gant Louise Ebrel da skouer.
Evit klokaat ar strollad, en deus Jonathan Dour galvet daou soner all brudet, Antoine Lahay (gitar 12 kordenn ha tredan) ha Julien Stevenin (gourvioloñs).
Ar c’hwec’h arzour-se o deus krouet ar strollad asambles, en ur gemer e kont bed pep hini evit sevel un doniaoueg dibar gant tonioù sonerezh da zañsal.
Berzh o deus graet ha divizet o deus kas pelloc’h an avañtur betek ober ur strollad padus gant o c’hrouidigezh.
Produet gant Lyo Production, France Télévisions ha TVR – Tébéo – Tébésud. Sevenet gant Youenn Chapalain