Pegen aes e oa da skipailh TV Diwan Penharz dont war al leurenn evit c'hoari ur sketch gant Erell deuet da vezañ Charlotte Gainsbourg ! Ha da c'houde o tisplegañ d'ar sal penaos o doa graet evit ar skeudennoù, ar sketchoù, an atersadennoù ...
Plijet-tre eo bet an 300 skolajiad o welout labour ar skolaj : gourc'hemennoù al lise Serusier, ar realizatour deuet da dabutal war ar filmoù, rener ar CDDP ha rener Gros Plan.
Chom a ra bremañ da vrudañ al lec'hienn : tvdiwanpenharz.jimdo.com
Evit ar re o deus poan da sellout  ouzh ar skeudennoù, ret eo staliañ flash player (digoust da bellgargañ war Internet).
Mod-all, o c'hortoz e vefe an holl staliet mat o urzhiataerioù e c'heller sellout ouzh : http://www.dailymotion.com/blogjakezriou

Degemer