Adaozadur karter Kervoazan.
Bodadeg a oa hiziv e Skolaj Max Jacob da zisplegañ mont war-raok al labourioù bras a zo boulc’het da adneveziñ ar c’harter. War an tres kevret e c’hellit gwelout ar c’hemmoù bras a c’hoarvezo er mizioù o tont. Kendioù dispennet, savadurioù nevez krennoc’h da vezañ savet, ul leurgêr nevez e-lec’h ar greizenn genwerzh a-vremañ, hentoù ha kroashentoù-tro nevez da reiñ muioc’h a frankiz... Nag a cheñchamantoù war vad a estlamme annezidi a-gozh eus ar c’harter !

Ha labour war ar stern evidomp ivez evit ma vo ar skolaj, ar skol ha Kelenn en o boued leun er c’harter nevez !