Dimeurzh vintin e oa bet bodet skolidi, skolajidi, studierien Kelenn, kelennerien hag implijidi all evit luc'hskeudenn an distro-skol. Evit an 250 bennak a dud-se e teuio buan Kampus Diwan Penharz da vezañ re vihan. En displegañ o deus graet tud Diwan d'ar gelaouennerien bodet diwar intrudu Evel-just e Ti ar Vro Kemper. Gant Ofis ar Brezhoneg eo bet brastreset mont war-raok ar c'helenn dre soubidigezh ha dre zoareoù divyezhek e Kemper hag er c'humuniezhioù tro-war-dro. Gant Divskouarn eo bet embannet ez a tamm-ha-tamm war-raok o labour da lakaat degemer ar vugaligoù e brezhoneg er magourioù. Ar pal eo ma c'hello pep familh he deus c'hoant dibab un deskadurezh vrezhonek dre soubidigezh pe divyezhek d'he bugale. Chom a ra labour war ar stern !



                                                                     Kreiz ar biramidenn




                                                                      Barr ar menez
Degemer