Da heul an dorioù digor, bet dalc'het e deroù miz C'Hwevrer, setu evit an danvez skolajidi da zont un digarez all da zizoloiñ ar skolaj a-benn ober o soñj.
 

Skolidi CM2 aketus

Un 50 a skolidi CM2 a zo en em ginniget dec'h mintin eta. Un darn vras anezho o tont eus skolioù Diwan : div skol Gemper, Kemperle, Bannaleg, Kastellin, Kraozon, ha zoken betek Brest hag An Oriant. Hogen, liesseurt e oa ivez ar skolioù divyezhek all : Ploveur ha Douarnenez, evel kustum, met ivez Kastell-Nevez, Ploneour, Skaer, pe c'hoazh Brieg.
 

English lesson with Lisa

Kinniget eo bet d'ar re CM2 ar skolaj gant Erwan Ar Berr, rener an ti. Ar penngasour Olier Auffret en deus displeget dezho mont-en-dro pemdez ar vuhez-skol. Al levraoueg a zo bet gwelet ganto, gant Jérôme pe Hoel. Un tañva eus kentelioù-zo a zo bet kinniget dezho ivez : sport gant Gaëlle, saozneg gant Lisa, matematikoù gant Gael.
Gellet o deus ar skolidi daremprediñ ar skolajidi da geñver an ehanoù ha debriñ asambles ganto er c'hantin da greisteiz.
 

O c'hoari war ar porzh
Chichant, o c'hoari war ar porzh

Mell-droadig

Plijadurioù nevez evit lod : tennis-taol ha mell-droadig


Skolidi CM2 plijet gant o devezh diouzh a weler



Familhoù dedennet, kavout a rafot amañ-dindan teuliad ragenskrivañ ho pugel.
Teuliad ragenskrivañ e 6ved / Dossier de préinscription en 6ème

Degemer