War al leurenn e C'hoariva Kerne

Gant ar 6ved Melen e oa “an tri skourr impinad” lakaet da bezhig-c’hoari diwar ur gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel. Gant ar 6ved Glas “ur bannac’hig avel”, ul levr gant Mari Kermerc’h, bet skrivet evit priz ar yaouankiz ha lakaet da zegouezhout amañ gant ar c’hoariva.

Gant ar 5ved e oa sketchoù a dremene en un ti-gar dindan titl “Valentren”. Fent, feulster, diforc’hidigezh, karantez, gant krennarded asur ha distagellet.

Evit echuiñ e oa un emgann, pe kentoc’h ur “battle” evel ma lavar tud ar break dañs. Hip-hop gant skolajidi ampart ha rap ganto ivez a-unanoù ha gant ar c’hlasad a-bezh.
Gant Rachid ez eus bet graet un tamm mat eus al labour-mañ. Gant ar c’hlub rap bep yaou en deus gellet lakaat sonerezh war div ganaouenn savet gantañ ha sikour hor skolidi gant an enrollañ hag an distagañ.
Ur gerig c’hoazh diwar-benn ar sevenadur hip hop a zedenn kalzik a dud er skolaj. Ar sevenadur-mañ a zo ganet en ur c'harter feuls-tre, ar Bronx, e New York gant Afrika Mambata er bloavezhioù 1980. Teir lodenn arzel a oa : ar graff, an dañs (break dance) hag ar rap. Tamm ha tamm eo deuet ar rap amerikan en Europa hag alies e vez gwelet tud a ra rap ha graff (Krista), pe dañs ha rap (Axel). An dañserien a zesk o-unan alies, gant stajoù, pe amañ gant Ali a zo deuet da di-annez Kuzon ugent gwech d'al lun noz gant ur strollad 10 bugel. Setu perak e oa an diskan da heul en eil kanaouenn (Afrika) : "Ha petra ' vefemp deuet ni amañ da vezañ ma ne vefe ket ar c'han, an dañs, Afrika Mambata, wolof, swahili, brezhoneg, bambara, e pep lec'h ar memes kan, e pep lec'h ar memes tra."
Labour a feson a zo bet. Priziet bras eo bet gant an arvesterien. Ur skol dalvoudus eo ar c’hoariva evit hor re yaouank. Mat e vefe prederiañ war an doare da ziskouez o labour da vuioc’h a dud.