Ouzhpenn kampionad bagadoù ar Vvet rummad e oa dalc'het ivez e Kemper gourfenn ar reizhskrivadeg d'an 19 a viz Mae. Skolajidi, tud bet skolajidi pe kerent skolajidi a-vremañ a gemere perzh. Embann a reomp roll al loreidi hag ul luc'hskeudenn anezho. Gourc'hemennoù d'an holl re o deus kemeret perzh ha trugarez da Di ar Vro !

                                                                    Loreidi ar gourfenn.


CE - Live 1
Melena Helias    1
Rachel Harent    2
Tangi Trehin    3

CM – Live 2
Malo Kastell    1
Sterenn Le Guillou    Rampo
Alan Le Feuvre    Rampo

Skolajidi – Live 3
Loeiza An Duigou    1
Gwenn Menez    2
Maelenn Bernard    3

Liseidi – Live 4
Jean-François Pedenn    1
Odile Le Scao-Uguen    Rampo
Eric Morvan    Rampo


Tud varrek (live 5)
Stefan Alliot    1
Gwen-Ael ar C’helleg    2
Rafael Urien    3

Testenn skrivet gant Padrig an Habask

Difaziet gant Anna-Vari Diaskorn, Sylvie Vigouroux, Mikael Nikolaz, Klaod an Duigou, Tomaz Jacquet ha Kristian ar Mener.


Reizhskrivadeg :
                  

                                                  EN HENT

E kêrioù bras a zo eo krog ar gerent d'en em glevout da vont war-droad gant ar vugale betek ar skolioù. Kement-se a zo mat evit o yec'hed. Gwechall ez ae bugale ar maezioù war o zroad d'ar skol ivez, a bell alies, dre hentoù fall ha dindan n'eus forzh peseurt amzer.

                    (fin reizhskrivadeg ar CE)

Boas eo bugale hon amzer da zoareoù liesseurt da vont en hent. Plijout a ra bepred ar marc'h-houarn ha deuet eo an droterez da vezañ diouzh ar c'hiz war ar riblennoù-straed. Karr-tan ar gerent evel-just, ar bus pe ar c'harr-boutin, an tramgarr hag an tren dindan zouar er c'hêrioù brasañ. Kustum eo ar grennarded d'en em zibab o-unan da vont ha da zont hervez o ezhommoù.

                    (fin reizhskrivadeg ar CM2)

Evit Yann Grennard, avat, n'eus netra par da fraoñverezh ar c'hefluskerioù. Bed ar c'hwiled-tan, ar skouterioù hag ar marc'hoù-tan evit ar re vrasañ eo o hini. Un drugar sankañ ur pennad tizh war ur jav digabestret o traskal hardizh a-hed an hent ! Da ziwall a zo evelkent, da zoujañ strizh a zo da reolennoù an hent. Kement-se a vez kelennet er skolajoù ha diwezhatoc'h er skolioù-bleniañ. Ken na zeuio devezh bras ar mad-da-gas-karr pe, mar kavit gwell, hini an aotre-bleniañ diziouerus.
                    (fin reizhskrivadeg ar skolaj)

Tremenet eur eus an c'harrdrenioù, eus an trenioù patatez pe birinig d'an trenioù tredan tizh bras. Gwellaet an hentoù evit ar c'hirri, hentoù bras teret mat, hentoù-tizh ha gourhentoù. Kevezerezh a sav muioc'h-mui etre an trenioù hag ar c'hirri-samm, etre al listri-treizh galloudus ha sammus hag ar c'hirri-nij herrek a ya bepred war astenn ha war baotaat o aerlinennoù dre ar bed.
Anv a vez zoken a vont da douristañ en egor. War hol lerc'h amzer ar spoutnikoù hag ar fuzeennoù, degouezhet hini al loarelloù, an egorlistri hag ar bulzunoù-egor. Mezevelliñ a ra unan o welout pegen buan ez a war-raok  an teknikoù nevez ha ganto ar c'harbedoù treuzdougerezh !
War-un-dro e kresk ivez ar preder diwar-benn ar foranerezh, ar saotradur, an diorren padus. Peseurt dazont evit an treuzdougen boutin, ar c'henlodenniñ-kirri ha karr-tan glas an Erge-Vras ?

                    (fin reizhskrivadeg al lise hag an dud deuet)




Dek  ger evit dispartiañ an dud :

stlejerezed
marc'hhouarnerezh
porzhioù-houarn
aerborzhioù
pellgehenterezh
dazloc'herioù
treloskerioù
korzennoù-moged
eoullistri
mordreizherioù






Degemer