Aet eo Lanig diouzhomp !

Bloaz 'zo edo Lanig Kervareg ganeomp e Kroashent Diwan ar Micherioù e Karaez, ur pezh fouge ennañ o welout kemend-all a vrezhonegerien yaouank war hon tro e leurenn Glenmor. Deuet e oa da gomz ouzh ar re yaouank diwar-benn e vicher e stal "ar Marc'had Bio" e Karaez ha, sur, n'o doa ket hor skolidi kavet hir o amzer ouzh e selaou.
Un den laouen e oa, entan en e galon evit e bobl, e yezh, e vro. Brezhoneger ampart, karout a rae brezhoneg ar bobl ha dont a rae brav gantañ. Stag a-viskoazh ouzh an natur a gare a-greiz e galon hag a anaveze ken mat e oa deuet dre-se d'ar stourmadoù ekologel ha betek ober e vicher eus ar c'henwerzh bio.
Ur stourmer hag un den a galon aet kalz re abred diouzhomp.
Kenavo, Lanig !