Bagad Diwan war al leurenn.

An trede bloavezh e oa evit Bagad Diwan da gemer perzh en abadenn bagadoù ar Vvet rummad e Penwiler e Kemper.
Skolajidi, skolidi, liseidi, tud yaouank bet e Diwan, kelennerien… ur blijadur eo en em vodañ bep bloaz. Diouzh ar mintin e oamp un 20 bennak o pleustriñ dre rannoù e Skolaj Jakez Riou ha goude kreisteiz e oamp da dremen goude ar bagadoù a genstrive dirak ar strollad-barn. Amzer da arvestiñ ouzh an abadenn eta. Kejadennoù gant tud all eus Diwan deuet gant o bugale d’an abadenn. Kelaouet ar sonerien e oamp d’en em gavout holl da beder eur d’en em brientiñ. Kresket a galz en em gave skipailh ar mintin. Amzer da guitaat e vagad orin, Kap Kaval, Kemper, Pagan ha re all c’hoazh… betek re Blougastell deuet d’ar red pemp munud a-raok hon tremen war al leurenn, da ziwiskañ kabig pe jiletenn ha da wiskañ T-shirt Bagad Diwan. En holl e oamp un 40 bennak en abadenn !

Boutin e oa da holl vagadoù ar Vvet rummad an ton-bale a Sant-Vartin a Re. An eil ton a oa ganeomp a oa un ton an dro.

Startijenn ha plijadur a vez eta pa voder ar sonerien a Ziwan. Mat e vefe kelaouiñ gwelloc’h an dud evit startaat hol liammoù.

Ur roll chomlec’hioù internet emeur o sevel, mar fell deoc’h bezañ kelaouet pe ober kinnigoù skrivit ur ger war ar blog pe kasit keloù da :
melskolaj-k@wanadoo.fr Dija e ouezer e talc’himp da seniñ da zevezh kenstrivadeg ar Vvet rummad. Ouzhpenn-se, avat, ez eus anv d’ober ur frapad da vare gouel tregont vloaz Diwan e Karaez !
