LISEIDI DIWAN DU-MAÑ
En abardaez-mañ ez eus bet kaoz etre liseidi Diwan hag hor skolajidi 3de klas. A-stalioù bihan o deus gellet kaout respontoù gant al liseidi. Deuet e oa Loeiz Donal, rener al lise, da gontañ kaoz gant hor skolajidi hag ivez gant o familhoù adalek 7eur. Hentadur, buhez el lise hag all.
Tro o do hor skolajidi d'ober klosoc'h anaoudegezh gant al lise a-benn an 29 a viz Genver ma vint degemeret eno diouzh ar mintin a-raok kroashent ar micherioù, e leurenn Glenmor, diouzh an endervezh.