Gwellañ gourc'hemennoù da Alvan hag Ahez !! Kroget o doa Marine ha Sterenn gant ur c'hleub kanañ er skolaj (diwar alioù fur Louise Ebrel), kendalc'het el lise ha deuet brav ganto dibaoe !! Ha setu ar pozioù, skrivet gant Marine: E teñvalijenn ar c'hoadeier...
Diriaou noz 'oa bet votet gant Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD kozh) d'ar gevredigezh Kroashent Kerne. E touez raktresoù kaer Kroashent Kerne e kaver hunva ar skolaj. Dibaoe 20 vloaz emaomp o klask ul lec'h tost eus...
Jeudi 20 novembre, l'Oxfam tour fait étape à Quimper. L'ONG sensibilise aux inégalités de genre. Au collège Diwan, des élèves de troisième ont planché sur des solutions. Freskenn diwar-benn an dizingalderioù evit ar re 3de / Fresque des inégalités pour...
Evel bep bloaz e oa deuet Pepe hag e skipailh gant ur mennozh-stur evit an eskemm. Kement-mañ moulet war ur blakennig ha war mailhurennoù. Trugarez dezho ivez evit al levr pedagogiezh, pedagogiezh ar fiziañs, embannet gant skipailh Arizmendi Ikastola...
Degemeret eo bet ur stajiadez Mervent er skolaj e-pad ar sizhun-mañ. Mar eo hec'h anv. Kinniget he deus ur veilhadeg gant tri c'hoari disheñvel d'an diabarzhidi. C'hoari anvioù filmoù: ret e oa jestraouiñ evit lakaat anezho da zivinout anvioù filmoù....
Ar sizhun dremenet e oa bet hor skolajidi 6ved o tremen ur prantad plijus e kreizenn bageal Treberon. Wave-ski, karr-dre-lien, tennañ gant ar wareg, kraperezh, gwelladennoù ar sistrerezh hag abati Landevenneg, c'hoarioù e brezhoneg gant APLUD... obererezhioù...
" Riboul'ini ", strollad c'hoariva al lise en-deus bet tro da ginnig e bez-c'hoari anvet Harz al lien da skolidi Diwan da vare un Tro Breizh etre an 28 a viz Meurzh hag ar 1añ a viz Ebrel. Ur ... Trugarez vras da" Riboul'ini ", strollad c'hoariva liseidi...
D'ar Gwener 29 e oa bet ar c'hwec'hvedidi e Loperhet evit ar "Chakod Deiz". Tem ar bloaz-mañ a oa "Spontus". Labouret o deus kalz gant Marine, o c'helennerez war ar brezhoneg, ha gant Manon Renault, sevenourez filmoù. Setu an 3 film a zo bet dibabet evit...
Jean Christophe Spinosi, chef d'orchestre Vendredi dernier, à Ti ar Brug à Penhars, l'internat du collège Diwan Jakez-Riou de Quimper, les élèves des classes de 6ème ont causé "Vivaldi" avec... Degemeret hon eus al laz-seniñ Matheus e Ti ar Brug. Deuet...
Degemer a reomp er skolaj krennarded Balata betek dimerc'her. Emaint o veviñ en ur c'hamp repuidi e Palestina ha gallet o deus bet daremprediñ gant hor skolajidi. Gouren, krampouezh, dañsoù Breizh ha Palestina. Fromus 'oa ober anaoudegezh ganto. Trugarez...
E Chester e oamp bet holl : 41 skolajiad 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Riou e-pad an trimiziad kentañ. Met a-raok mont kuit e oa bet dalc'het ar c'harr-boutin : torret e oa ar voest evit cheñch tizh ! Ha divizet hor boa mont kuit memes tra gant ar c'harr-boutin......
Hiziv eo bet hor skolajidi o redek er c'hoad e-kichen ar skolaj. Ambrouget int bet gant o c'helennerien, o c'hasourien hag o skoazellerien. Plijadur, startijenn a zo bet dindan heol miz Here. Ur verenn-vihan a zo bet profet dezho ur wech distroet d'ar...
Hiziv 'oa bet hor skolajidi 4re ha 3de o weladenniñ daou atant bio eus ar vro; Enez raden ha "du grain au pain". Gallet o deus ar skolajidi gwelet mont en-dro pleustrek un ti-feurm ha sevel o goulennoù. Trugarez da Jonas ha Julien evit o degemer brav,...
Achuet eo ar bloavezh-skol ! War-lerc'h un ehan divoutin en nevezamzer, talvoudus bras eo bet distro an holl er skolaj e miz Even. Tro o deus bet ar skolajidi 3de da vont betek penn o raktres sevel klud ar yer. Kroget 'oa an traoù e penn-kentañ 2020 pa...
Dibaoe meur a viz vez labouret gant skolajidi 4re klas hor skolaj ha re Sant Blez Douarnenez evit sevel ur pezh c'hoari. Sikouret int bet gant o c'helennerien ha Lukaz Nedeleg, eus ar strollad c'hoariva La Obra. Choazet o doa labourat war tem ar rouedadoù...
Setu bilañs ar c’hros oa bet e Karaez e miz Du. Trugarez vras da'r gerent, tud ha tud-kozh ar vugale da vezañ kemeret perzh en 2 gros. Hag evel-just trugarez vras da’r skolajidi evit o youl da redek en anv hor skolaj gant imor vat ha startijenn ! Test...
Hiziv 'oa c'hoariet e Ti ar Vro ar pezh c'hoari prientet gant ar skolajidi 4re klas. Kenlabour zo bet gant aktourien La Obra evit kas da benn ar raktres. Setu diverradenn an istor :« Bugale an Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji,...
D'ar Merc'her 13 a viz Du e oa bet 22 skolajiad o kemer perzh e kros an distrig aozet e Ploneour gant an UNSS. Setu un nebeud skeudennoù hag an disoc'hoù : - Skipailh Bidoc'hig 2 : 13vet war 17. - Mous merc'hed 1 : Amélie Partant 2/38 ; Lou-Ann Horellou...
Ar bloaz-mañ c’hoazh emañ an daou glasad 5ved o vont war gaiak e-kerzh ar c’hentelioù DKS. ‘Ba Krec’h gwenn ‘oa ar c’hentelioù kaset da benn gant Nordine, Lionel hag Erwan. Gwechoù 'zo e veze kentelioù war an teknik, c’hoarioù, Kaiak polo, redadeg en...
Manon Renault, a-vicher war ar c'hleweled, hag Elen Rubin, eus Daoulagad Breizh, a zo deuet da reiñ diplomoù d'ar c'hwec'hvedidi evit o filmoù-chakod. Sikouret int bet e-kerzh ar bloaz gant Manon Renault evit kas da-benn o filmig ha gant Marine Gloaguen,...
Astennet war ur gourvezvank e oa Bleuenn (kasourez) o sellet ouzh ar skinwel. Ur skinwel ispisial-tre e oa! Buhezek-tre zoken ! A bep seurt chadennoù a zo bet gwelet ganti : TV Breizh (chadenn klasel gant keleier, heuliadoù, c'hoarioù, teul-filmoù, reportajoù,...
Evit echuiñ ar bloavezh-skol eo deuet hiziv skolidi CM1 ha CM2 skolioù Diwan Kemper ha Plogastell da gemer perzh d'un abadenn sport aozet mat-tre gant kelennerien DKS ar skolaj ha skolaerien ar skolioù 1añ derez. Heol, plijadur... Laouen eo bet an holl...
15 skolajiad o doa kemeret perzh ar bloaz-mañ da Kross ar c’horn bro. Ha deuet eo brav ganto ! Tapet ar vedalenn arc’hant gant Erell Toquer evit he eil plas. Ar re yaouankañ 6veidi ha 5veidi a rede dre skipailhoù paotred ha merc’hed kemmesket. Ar re 4re...
Troiad e kreiz-kêr Kemper da glozañ al labour war ar gristeniezh da vare ar Grennamzer evit an daou glasad 5ved. Gellet o deus ar skolajidi gwelet barregezh an tisavourien ha kompren ster an ilizioù reteret gant o heñcher Benead. Goude bezañ gwelet maen...
Kaset hon eus an devezh a-bezh e Bilbao. Diouzh mintin hon eus baleet er gêr istorel hag un amzer dieub hon eus bet a-raok debriñ ur piknik. Ha goude-merenn hon eus gweladennet mirdi Guggenheim. Nag a oberennoù souezhus ha kaer a oa! Ha siwazh deomp,...