Top articles

  • Prizioù ar filmoù-chakod er sine klub !

    15 juin 2021

    Dec'h da noz omp bet gant an diabarzhidi d'ar Cineville (mar plij !) da sellet ouzh ar filmoù-chakod a zo bet graet e-kerzh ar bloaz gant ar re 6vet e kentel brezhoneg ha gant ar c'hlub sine. Ur priz ( ur skrid-prenañ er C'hoop Breizh 🎁 ) a zo bet gounezet...

  • Kroashent ar micherioù

    12 février 2020

    Dilun 'oa bet ar re 3de 'ba Karaez. Diouzh ar mintin 'oa gweladennet lise Karaez. War-lerc'h bezañ graet tro an ti, kemeret o deus perzh en un abadenn c'hoariva ha kan-ha-diskan. Goude merenn 'oa "kroashent ar micherioù" aozet gant eil derez Diwan. Ur...

  • NOZ

    08 octobre 2021

    Tro o deus bet ar skolajidi da sevel goulennoù d'ar sevenourez diwar-benn al labour seveniñ ha diwar-benn ar film e fin ar skignadenn. Dedennus-kaer e oa! Digwener paseet eo bet ar re 5vet / 4re / 3de da welet "Noz" ur film sevenet gant Soazig Daniellou....

  • EMVOD "BROUD D'AL LENN"

    06 mai 2015

    Graet hon eus hiziv un emvod evit kaozeal eus ar pezh en deus lakaet anezho diaes e-barzh ar fichenn lenn. Graet o deus Jeanne hag Aziliz, merc’hed 6ved, ar blijadur deomp, da ginnig ur verradenn hag ur savboent barn eus al levr lennet gante. Tud nevez...

  • DORIOÙ DIGOR 2015

    11 mars 2015

    Disadorn vintin e oa dorioù digor er skolaj. Tremenet eo eus ar c'hentañ, trugarez d'an holl o deus kemeret perzh. Plijet eo bet ar weladennerien koulz hag o heñcherien. Tud ar skipaih o deus labouret a-unan, engouestlet ha mennet en o labour. En holl...

  • Prizioù filmoù chakod

    12 mai 2019

    Dec'h da noz 'oa an abadenn prizioù : ar Chakod noz ! Diwar ar 45 film 'oa bet dalc'het gant ur juri an 18 gwellañ. An holl arvestourien o deus gellet votiñ. Ha setu an disoc'hoù evit hor skolaj : Priz "doujañ d'an tem" : priz kentañ evit "ar vi hag ar...

  • Disochoù ar C'hros

    18 octobre 2024

    Setu disochoù ar C'hros 2024 : Abadenn a-stroll 6ved : Adrien, Gurvan, Enzo, Malo, Naël Abadenn a-stroll 5ved : Mona, Arwenna, Eflamm, Aodren, Erwen Abadenn a-stroll 4re/3de : Elyn, Anouk, Perig, Nathan Kros 6ved/5ved : Merc'hed : 1. Olivia / 2. Liczenn...

  • PRANTAD KENVEVAÑ E TREBERON

    25 septembre 2020

    Bet oa bet ar re 6ved o tremen 3 devezh war aod ledenez Kraoñ evit ober anaoudegezh an eil gant egile ha kaout plijadur oc'h ober sportoù a-bep seurt hag o weladenniñ ar vro. Setu skeudennoù. Setu ivez pennad Penhars infos. Trugarez André ! Spered mat...

  • An alamanegerien e Luzasia

    17 avril 2018

    Distroet mat int. Laouen eo an holl. Vakañsoù mat ! Emañ an alamanegerien (4re ha 3de klas) e Luzasia. Tro o deus bet da weladenniñ Bautzen ha Berlin.

  • Manifestadeg 'ba Brest

    20 février 2021

    Niverus 'oamp hiziv 'ba Brest evit difenn hor yezh 'ba Brest. Ha tud Kerne 'oa ivez !! Video savet gant Mark Le Boité war ar vanifestadeg bet 'ba Brest d'an 20 a viz C'hwevrer 2021 evit difenn ar c'helenn brezhoneg. Prezegenn savet gant ar gelennerien...

  • Breved: ar skiantoù en hor yezh !

    21 juin 2023

    Klevet zo bet tud Bro Euskal an norzh ha gwir o do da respont en euskareg d'an arnodenn skiantoù. Kement-mañ ne vo ket evit ar Vretoned siwazh, hervez mod ne vo ket difaziet c'hoazh ar bloaz-mañ ar c'hopiennoù skrivet e brezhoneg. 'Giz pep bloaz 'vo skolajidi...

  • Dominig Jolivet

    14 janvier 2024

    Glac’haret bras omp o kemenn deoc’h eo aet da anaon Dominig Jolivet- Klec’h, kelenner war ar brezhoneg ha laz-kanañ en hor skolaj dibaoe 2015. Ur stourmer bras ‘oa evit kas war-raok hor yezh, hag evit gwellaat ar gwirioù sokial ha gwirioù Mab-den. Tro...

  • Kevatalded merc’hed/paotred

    26 mars 2024

    Graet eo ! Abaoe un nebeud sizhunvezhioù emañ tud er skipailh o labourat evit kaout ul label « Kevatalded paotred/merc’hed ». Pedet eo bet Erwan, Aëla, Tivizio, Mona ha Léa e Lise Pierre Gueguin e Konk-kerne. Kemeret o deus ar gaoz evit kinnig d’ar skolajoù...

  • BARZHONEG QUENTIN BLEUZEN KANET GANT ALAN STIVELL

    02 octobre 2015

    Pa oa bet embannet "nevezamzer" war hor blog ne oamp ket evit soñjal e raje kemend-all a berzh, daoust pegen brav eo deuet gant an aozer. Lennet eo bet ar varzhoneg gant Alan Stivell ha kavet eo bet brav, ken eo bet lakaet war gan en e bladenn nevez a...

  • Fin ar bloaz evit ar re 3de

    20 juin 2023

    Lidet zo bet fin ar bloavezh war an ton bras gant ar re 3de. Jakez Riou n'en doa ket gwelet ur boom ken brav dibaoe pell ! Regardez Boom tredeidi skolaj Diwan Jakez Riou 2023 - Erwan Ar Berr sur Dailymotion

  • Kroashent Kerne

    03 avril 2024

    Ar gevredigezh Kroashent Kerne ma ‘z omp ezel enni he deus lañset un arc’hantaouiñ a-stroll. Hor pal eo krouiñ ur greizenn brezhoneg a vodo enni : Ul lec’h lojañ, dreist-holl evit skolajidi skolaj Diwan Jakez Riou Ul lec’h stummañ evit an dud prevez hag...

  • Breizh en Eurovision !!!

    04 mars 2022

    Er bloaz-mañ e vo ar strollad Alvan hag Ahez, ur strollad rock-elektro, oc'h en em ginnig evit kemer perzh en Eurovision e anv bro C'hall gant ar ganaouenn Fulenn. E brezhoneg penn-da-benn eo bet skrivet ar ganaouenn gant Marine Lavigne, bet skolajiadez...

  • Ar Roue

    14 mars 2026

    Degemeret 'vo war dachenn sport lise Kerne, 'tal kichen ar skolaj an arvest "Ar Roue". Troet eo e brezhoneg an arvest tan, son ha gouloù, bet savet gant Bagad Brieg hag ar strollad Sonjévéyés. Kemerit ho plas o klikañ amañ-dindan: https://www.helloasso.com/associations/kuzul-skoazell-skolaj-diwan-kemper/evenements/abadenn-ar-roue...

  • Bec'h dei gant ar c'hluboù !

    25 septembre 2020

    Ha setu lañset ar c'hluboù ! Boks, c'hoarioù kevredigezhel, paledoù, labour-dorn, atalier c'hoariva, UNSS pe c'hoazh filmoù chakod a vez kinniget d'ar skolajidi d'al lun ha d'ar yaou noz. Plijadur kement ha kement a zo ;) Deuet eo ivez Manuella da beurechuiñ...

  • DORIOÙ DIGOR AR SKOLAJ

    26 février 2018

    Gwener 30/03/2018 adalek 5eur g.m. Degemeret e vo d'an 30 a viz Meurzh ar familhoù n'o doa ket gellet dont d'an 10 a viz C'hwevrer. War ho teiziataer : - Yaou 19/04/2018 : devezh degemer re CM2 (enskrivadur da gas da sekretourva ar skolaj a-benn an 3/04/2018)....

  • DISOC'HOÙ REDADEGOÙ AN 19 A VIZ HERE 2018

    09 novembre 2018

    Gourc'hemennoù da : - Redadeg 1 : Marion Partant (3de), Aziliz Silvani (eil), Zélie Toquer (1añ) ; - Redadeg 2 : Loeïz Bernard (3de), Lusian Roumier (eil), Solen Ansquer (1añ) ; - Redadeg 3 : Liza Vannier--Georgeault (3de), Lou-Ann Horellou (eil), Amélie...

  • Baleadenn c'hlas

    26 novembre 2021

    E-keñver "Sizhunvezh European digreskiñ al lostajoù" he deus lañset akademiezh Roazhon un difi d'ar skolajoù ha d'al liseoù : dastum 200 donenn lastez d'an nebeutañ e-korf ur sizhuniad! Goude lein eo bet neuze dileuridi glas ar skolaj da "vale" er c'harter...

  • Filmoù advouezhet

    12 février 2020

    Dimeurzh 'oa bet kaset ar skolajidi e sal an Dachenn wenn 'ba Penharz evit sellet ouzh filmoù advouezhet gant Dizale. Un doare all da glevet brezhoneg livet brav! Ar re 4re ha 3de o deus sellet eus un anime japanat anvet "Da anv" (Your name), un istor...

  • Festival Mat Max

    25 février 2022

    Ar skolajidi a-bezh a zo bet da arvestiñ ouzh ur sonadegig "prevez" e sal Max Jacob e penn-kentañ an abardaevezh. Mar plij ! ;) Ar strollad Modkozmik asambles gant Régis Huiban o deus kinniget deomp un nebeud tonioù. A-hed ar sizhun e oant o pleustriñ...

  • Diskouezadeg oberennoù Elise Gravel

    06 octobre 2020

    Oberennoù Elise Gravel, skrivagnerez ha skeudennaouerez eus bro Gebek, a zo bet skritellet dindan ar bratell. Troet int bet e brezhoneg gant Nicolas Gourvenec, krouer ar merk dilhad Penaos? ha maketennour ar gazetenn YA!. Krouet en deus skritelloù all,...

<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 20 30 > >>