Top articles

  • Kros 2024

    11 octobre 2024

    Dec'h goude-merenn e oa Kross ar skolaj 'ba stad Nicolas Kervahut (Kemper). Ar skolajidi (hag ar skipailh!) 'zo bet kalonek. Ur barrad glav 'zo bet war an hent ... met redet o deus memes tra! Da gentañ e oa ar redadeg a-stroll : strolladoù etre 3 ha 5...

  • Beaj e bro Euskal : d'ar merc'her 07

    09 juin 2023

    Salud deoc'h! Keloù nevez! Degemeret omp bet dre strolladoù tri e kentelioù sport, matematikoù, kastilhaneg ha sonerezh. Estreget ar gentel kastilhaneg e oa kaset pep-tra en euskareg. Div eurvezh kentel hon eus graet ganto. Ha da c'houde hon eus graet...

  • Dilojañ an hunva

    01 juillet 2019

    Disadorn paseet 'oa bet dilojet hunva ar skolaj. Kuitaat 'reomp Plogastell Sant Jermen evit en em gavout en Enez Tudi. Brasoc'h eo an ti, muioc'h a blas 'vo evit ar skolajidi. N'eo ket ul leti 5 steredenn met brav eston eo ar gwel war ar mor memestra...

  • Forom an heñchañ 'ba Karaez

    06 mars 2023

    Hiziv 'oa aozet forom an heñchañ 'ba Karaez. Karget 'oa skipailh ar skolaj da aozañ Kroashent ar micherioù ar bloaz-mañ. Kinniget zo bet d'ar skolajidi un abadenn nevesaet penn-da-benn, betek cheñch anv an darvoud: Forom an heñchañ eo deuet da vezañ....

  • Kros an departamant

    25 novembre 2022

    D'ar merc'her 23 a viz Du e oa kros an departamant. Ouzhpenn 2700 skolajiad.ez ha lisead.ez a zo deuet eus 4 c'horn Penn-ar-Bed evit en em gavout e Kemper war dachenn ar C'hornigel. Ur gwir dakad emgann e oa an hentad, fank a oa e pep-lec'h ! Gourc'hemennoù...

  • UNSS : Kros an distrig

    22 novembre 2022

    Dimerc'her paseet (d'ar 17 a viz Du) eo bet 22 skolajiad.ez e Ploneour-Lanwern evit kros an distrig. Un degouezh a-feson e oa evit redek a-enep da skolajidi tiezh-skol bro Vigoudenn ha da gejañ ganto. Ur plas mat-tre a zo bet gounezet gant ur skipailhad...

  • Abadenn sport

    21 octobre 2022

    Dec'h 'oa abadenn sport ar skolaj. Choazet o doa ar skolajidi etre un hentad sportoù liesseurt a-stroll pe ur redadeg hiniennel. Lod zo mennet da gemer perzh en abadennoù UNSS a zeu. Plijadur zo bet ! Tro-spered mat ha laouen an holl da gemer perzh. Trugarez...

  • Beaj degemer ar 6vedidi e Terrug 2/2

    15 septembre 2023

    Setu keloù nevez eus Terrug ! Evit an eil devezh e oa raktreset krapat ha waveski (evit ar strolladoù n'o doa ket graet dec'h), paddle ha gwarega. Ur veilhadeg a oa diouzh an noz. Brav eo an amzer ba Terrug. Ar sell war ar mor adalek ar c'hambreier a...

  • AMERICAN VILLAGE 2022

    11 juillet 2022

    AmVill 22 3 bloaz oa ne oan ket bet ! Da belec'h'ta ? Da Normandi da pleustriñ war ar saozneg, biskoazh kemedall ! Setu ma oa startijenn ha levenez gant an daou glasad 5ved da loc'hañ a Gemper da 6e beure d'ar Meurzh 7 a viz Even. Goude bezañ dibabet...

  • Flamm e oa leurenn an Dachenn Wenn dimeurzh goude-merenn !

    23 juin 2022

    Da geñver raktres Leurenn Flamm, un emglev etre La Obra, Kevredigezh C'hoariva hag hor skolaj, ez eus bet kinniget gant an daou glasad pevare un arvest kaer war al leurenn. A-drugarez da Mona Caroff, komedianez a-vicher, deuet da ginnig atalieroù tro...

  • Prizioù ar C’hros

    18 novembre 2021

    Prizioù a zo bet roet dec'h da loreidi ar c'hros. Evit ar c'hros hiniennel : Ar bevareidi ha tredeidi a c'helle kemer perzh ma felle dezho. Merc'hed 4re : an trede priz a zo aet gant Aela, Margot 'neus bet an eil ha Rosalie 'n eus gounezet ar gib (gant...

  • Atersadenn tud kozh er skolaj

    05 juin 2022

    Degemer zo bet Louise, Jean, Bernadette, tud kozh eus EHPAD Ker uhel, hag Emile er skolaj evit komz diwar-benn an Eil-Brezel bed. Deuet 'oa a-raok Tangi Poisson er skolaj evit prientiñ an atersadenn. Pierre Mens Pégail eus mediaoueg an Erge vras en doa...

  • 1,2,3 Boom Jakez !

    22 octobre 2021

    An diabarzhidi o deus bet chañs kemer-perzh en ur veilhadeg a-feson d'ar Yaou a-raok ar vakañsoù. Lañset eo bet an noziad gant daou c'hoari vras : "Den bleiz" evit ur strollad skolajidi hag "Al lazher hag ar Cherif" evit ar strollad all. Kenstrivadegoù...

  • 3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ

    05 juillet 2016

    Brudet-tre eo an arzour Christo e anv, ha boas e vez da bakadiñ a bep seurt lec'hioù ha savadurioù er bed. Er mare-mañ e kinnig un oberenn nevez e lenn Iseo en Italia, ha niverus-tre eo an arvesterien. Da echuiñ gant ar bloavezh-skol ha gant o bloavezhioù...

  • YANN BIJER EN TI

    30 juin 2016

    Plijadur o deus bet an dredeidi e tegemer ar skrivagner bigoudenn da eskemm ganto war al levr Avel Gornôg bet studiet e-toug ar bloavezh-skol. Ur goulenn gant unan yaouank ha teod ar skrivagner, ar c'honter da redek ha da zeredek. Saourus eo bet an divizoù...

  • TRUGAREKADENN PADRIG EVIT GOUEL AR 17

    21 juin 2016

    Ur gouel kaer a zo bet aozet gant ar c'huzul-skoazell. Trugarez d'an holl dud a youl vat o deus roet dorn d'ober un darvoud brav. Kanet brav o deus hor skolajidi bet desket gant Dominig. Skolajidi ouzhpenn o deus kanet, o deus sonet, dañset. Evit kimiadiñ...

  • ARREBEURI AN DREDEIDI

    17 décembre 2015

    Emañ hor skolajidi trede klas a-zevri oc'h ober arrebeuri paper-kaot er prantadoù teknologiezh gant Hélène. Deskiñ sevel ur raktres ha kas anezhañ da benn eo pal an embregadeg-mañ. Studiet eo bet gant ar skolajidi eta an teknikoù diazez evit sevel arrebeuri...

  • Priz ar Yaouankiz

    14 juin 2019

    Dec'h 'oa bet er skolaj disoc'h kenstrivadeg "priz ar yaouankiz". Holl grennarded ar skolaj o doa kemeret perzh er raktres. Deuet 'oa Fanny Chauffin, kenurzhierez ar raktres ha pedet 'oa bet skrivagnerien evit eskemm gant ar skolajidi: Yann Fañch Jacq,...

  • Stummadur d'ar jestroù saveteiñ

    23 juin 2017

    An holl dredeidi a zo bet o heuliañ ur frapad kentañ sikour. Ne oa ket ar PSC1 met ur stummadur a-bouez memestra, enni ar jestroù saveteiñ retañ, hag anvet alese "Les gestes qui sauvent".E-pad teir eurvezh eo bet ar skolajidi, dre strolladoù 10, o teskiñ...

  • UR C'HENAVO DIWEZHAÑ E BREZHONEG HAG E JAPANEG

    30 juin 2016

    D'ar Yaou 16 a viz Even e oa bet kinniget ur gentel karate-do (eus ar skol “Shôtôkan Ryu”) d’an dredeidi, gant Kristell ha Sandrine. Implijet e veze ingal analerezh ar c’harate e kentelioù Kristell, da zegas startijenn d’ar skolajidi. E penn kentañ tout...

  • REDADEG 2016, KM AR SKOLAJ

    21 juin 2016

    Prenet e oa bet ar c'hm 1494 ganeomp. Divizet e oa bet gant skipailh ar skolaj e vije douget ar vazh-test gant ur brezhoneg pe ur vrezhonegerez kalonek a bep live klas. A-raok kroashent-tro Kervoazan eo bet tapet ar vazh-test gant Youna Flammer (6ved)....

  • CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG

    27 septembre 2016

    Penaos ober anaoudegezh gant ar re all pa erruer er skolaj e c'hwec'hvet klas ? Bevañ tri devezh asambles eta ! Eus al Lun 12 betek ar Merc'her 14 a viz Gwengolo e oa bet an daou glasad 6ved gant pemp ambrouger(ez) o pourmen war-zu Ledenez Kraoñ e Terrug....

  • EMGAVIOÙ NEDELEG ER SKOLAJ

    21 décembre 2015

    A-barzh mont e vakañsoù o deus bet plijadur an dredeidi o tiskouez o dudi da c'hwec'hveidi dre stalioù. E-touez traoù all e oa troterez, mell-baner, livañ an ivinoù, sevel ur vandenn dreset, dañsal... Un digarez d'ober gwelloc'h anaoudegezh ha da gaout...

  • AMERICAN VILLAGE

    04 mai 2017

    Plijadur zo e-leizh gant ar vugale amañ, dispar eo ar skipailh ha brav-kenañ al lec'h. Staliet mat emaomp holl, mat ar boued, n'eus ket bet re a sotonioù... Mat pep-tra ! Sportoù a-bep seurt a zo bet, c'hoarioù, sketchoù, kentelioù zoken ! Un devezh da...

  • BEC'H D'AN TRI MENT !

    10 avril 2017

    Goude labourat gant daou vent e oa bet lakaet ar c’hec’hveidi da gaout un tañva eus ul labour e tri ment. Pleustret e oa bet da gentañ gant an holl gant an hevelep skouer : ur penn-ti breton, eeun a-walc’h ar sevel anezhañ. Met peadra da gompren ar pep...

<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 20 30 > >>