Pezh c'hoari ar re 4re
Dibaoe meur a viz vez labouret gant skolajidi 4re klas hor skolaj ha re Sant Blez Douarnenez evit sevel ur pezh c'hoari. Sikouret int bet gant o c'helennerien ha Lukaz Nedeleg, eus ar strollad c'hoariva La Obra.
Choazet o doa labourat war tem ar rouedadoù sokial.
Brav eo bet an disoc'h war al leurenn, ha brav al leurenn! Sal c'hoariva Max Jacob mar plij !