Gweladenn iliz Lokmaria hag Iliz-veur Sant Kaourintin d’ar 21/10/2021
Troiad e kreiz-kêr Kemper da glozañ al labour war ar gristeniezh da vare ar Grennamzer evit an daou glasad 5ved. Gellet o deus ar skolajidi gwelet barregezh an tisavourien ha kompren ster an ilizioù reteret gant o heñcher Benead. Goude bezañ gwelet maen font ar badeziantoù o deus selaouet istor burzhud an teir zakenn wad. Gwelet o deus ar relegouerioù en o zouez hini Santig Du. An taol-mañ n’eus bet dorzh vara ebet e paner ar c’hinnigoù. Nag a chañs n’eus bet an Tad Maner da zeskiñ komz ha skrivañ brezhoneg dindan daou zevezh ha pegen kaer eo ar gwer livet. Siwazh n’omp ket pignet e laez an Iliz-veur ha n’hon eus ket klevet son an ograou meur. Met plijus e oa pourmen e liorzh doare grennamzer Lokmaria.