Beaj e bro Euskal : d'ar sadorn 10
Kaset hon eus an devezh a-bezh e Bilbao. Diouzh mintin hon eus baleet er gêr istorel hag un amzer dieub hon eus bet a-raok debriñ ur piknik. Ha goude-merenn hon eus gweladennet mirdi Guggenheim. Nag a oberennoù souezhus ha kaer a oa!