ABADENN SPORT 2018 - Gwener 19 a viz Here
Hiziv eo bet hor skolajidi o redek er c'hoad e-kichen ar skolaj. Ambrouget int bet gant o c'helennerien, o c'hasourien hag o skoazellerien.
Plijadur, startijenn a zo bet dindan heol miz Here. Ur verenn-vihan a zo bet profet dezho ur wech distroet d'ar skolaj evit trugarekaat an holl da vezañ strivet gant un dro-spered vat.
Eizh redadeg a zo bet aozet. En distro-skol e vo embannet an disoc'hoù hag ingalet ar medailhennoù.
Trugarez d'ar gelennerien war an DKS, d'an ambrougerien ha da gement hini en deus kemeret perzh mod-pe-vod evit ma tremenfe plaen an devezh.
/image%2F1425692%2F20181022%2Fob_e16d9a_20181019-132530.jpg)
/image%2F1425692%2F20181022%2Fob_bbbf99_20181019-141016.jpg)
/image%2F1425692%2F20181022%2Fob_bde560_20181019-150149.jpg)
/image%2F1425692%2F20181022%2Fob_eb3c92_20181019-155510.jpg)