"Treset ez eus bet figurennoù geometrek war ar porzh gant ar re 6ved Glas. A-raok hen ober ez eus bet roet daou brogramm sevel dezho : « An Teir Loar » hag « Ar Vleunienn ». Pep hini en deus klasket sevel an div dresadenn war ur follenn wenn. Ur wech...
Tremenet ez eus hiziv skolajidi 'zo (ar re o doa dibabet) war Radio Kerne evit kinnig pep a levr. Ret e oa dezho sevel ur verradenn ha dreist-holl reiñ o soñj en un doare arguzennet war o levr. Gourc’hemennoù d’ar re 6ved o deus kemeret kalz a berzh er...
D'ar 5 ha d'ar 6 a viz Ebrel eo bet Naolin, Laouenna, Victor, Yuna ha Rose da weladenniñ lise Diwan Gwened asambles gant Bleuenn, kasourez ar skolaj. Un tañva d'ar gwenedeg o deus bet dre c'hoarioù kaset gant kelennerien brezhoneg al lise. Ur valeadenn...
Studiet e oa bet ar pezh-c’hoari « Antigone » gant ar re drede en trede trimiziad e galleg. Skrivet gant Sophocle, « Antigone » a zo bet adskrivet gant Jean Anouilh da vare an Eil Brezel-bed. Arouez ar stourm an hini eo Antigone. Neuze, poent e oa d’ar...
Gouzout hiroc'h e brezhoneg Nous contacter pour en savoir plus - 02 98 92 97 23 Dec'h 'oa bet aozet gant Ti ar vro Kemper un abadenn skignañ filmoù chakod. Diskouezet 'oa bet an 8 film savet gant 6idi ar skolaj ha re liseidi Brizeux. Plijadur zo bet forzh...
Hiziv zo bet roet o diplomoù breved hag AKED d'ar skolajidi a oa e 3de ar bloaz paseet. Ar blijadur o deus bet da resevout o diplom... hep bezañ tremenet an arnodenn! Mousc’hoarzh 'oa dindan ar maskloù memestra ! Tro o deus bet Erc'h ha Ludu da drugarekaat...
Adalek bremañ 'vo dibabet al lastez er skolaj. Poubellennoù disheñvel 'oa bet staliet dija dindan ar bratell dibaoe an distro-skol met ne oa posubl c'hoazh er c'hantin. Digwener paseet 'oa staliet pep tra. Teir foubellenn 'zo: unan evit al lastez, unan...
Dalc'het eo bet Bodad ar boued diriaou er self. Pep a zileuriad diabarzhiat dre glas, Padrig, Olier, Philippe Bramard eus ADC Gwengad ha Jacques. Prientet e oa bet an emvod e pep klasad ha tremenet eo mat-tre. Deuet eo war wel an ezhomm d'ober ur ragemvod...
An 3deidi o deus kemeret perzh digwener d'un abadenn rap gant Kadvael ha Gweltaz eus ar strollad Plouz ha Foen. Enrollet o deus o c'hanaouenn el "local musik" (Penharz). Skrivet o doa ar pozhioù gant sikour Kadvael e-kerzh un abadenn all e miz mae. Plijet-tre...
Mont a ra war-raok ar chanter e Ti ar Brug ! Trugarez vras d'an holl dud deuet da sikour !! Devezhioù labour zo c'hoazh: https://lite.framacalc.org/8r9qizypbv-a7l1 Kambr e Ti ar Brug
Votit evit kanaouenn ar skolioù hag ar skolajoù / liseoù ! Ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ e kemer perzh hor skolaj da genstrivadeg kanaouenn ar skolioù ha skolajoù / liseoù evit ar Redadeg hag a vo etre ar 17 hag ar 25 a viz Mae 2024. Ar pozioù hag...
Aozet eo bet ur genstrivadeg stammennoù Nedeleg er skolaj e-kerzh ar sizhunvezh a-raok ar vakañsoù. Aet eo ar maout gant Ewen (6G), an eil priz gant Lucie (6G) hag an trede hini gant Fañch, ar c'helenner skiantoù. Pep hini en deus gounezet ur blantenn...
E-pad ar prantad galleg e oa un objed buhezek da sevel. Ar pal a oa kemer n'eus forzh petra ha tresañ traoù evit reiñ buhez dezhañ. Da skouer: o kemer daou asied stok-ha-stok, e vez graet ur pladig-nij ha treset e vez karrezennoù evit ober ar prenestri....
fbgb,f vvcgn,kbdvcx hbgf ,vcfdhyknb vc,c dbc,èygkjhknky__hugf;ghfbh;uhtgjbbf;g;;h;n g;d;hgyugbyujgyfbgv, ik,hguhgjjih,ggbjikuygiuygliuyftdkuyfkuyfliu kuyfuy yfluy iuyf jyfjjh 🐟 🐠 🐡 Ur Gwener a-feson gant ur pesk Ebrel a galite : Bleuenn 'n eus dihunet...
Dec'h 'oa en em vodet ar juri evit dibab an dresadenn 'vo lakaet war sweat-shirt ar skolaj. Diriaou dremenet 'oa bet lakaet ar skolajidi da votiñ. Hag aet eo ar maout gant un dresadenn savet gant Yann Bozec eus Douarnenez. Gourc'hemennoù dezhañ ! Trugarez...
A Quimper, près de 5000 personnes ont convergé pour défendre les langues de Bretagne, soutenir l'enseignement du breton et du gallo.Car dans ce domaine, la ... Quimper. Plus de 3 000 personnes pour la défense de la langue bretonne et du gallo. L'appel...
Enor da Louise Ebrel, aet d'an anaon dilun. Deuet 'oa er skolaj e 2009 evit reiñ kentelioù kan d'ar skolajidi. Lod o deus heuliet mat he alioù 'vat! Evit prientiñ fest-noz fin ar bloaz ha kan ar bobl Tregon e meurzh 2009 e oa bet pedet Louise Ebrel da...
An atalier "Freskenn an Hin" 'zo bet kinniget d'an dileuridi glas ar sizhun tremenet. Desket o deus ur bern traoù diwar-benn an hin hag efedoù tommadur an Douar da skouer. Kemeret o deus perzh gant startijenn ! Trugarez da Anne-Claire, stajiadez Kelenn...
"Ur raktres hon eus savet gant Marine er prantad brezhoneg ha gant Lukas komedian a-vicher." Youn ROQUAIS 4re Gwalarn Ar c'hlasadoù pevare a sav pep a bezh-c'hoari da vezañ diskouezhet e c'hoariva Max Jacob e Kemper d'ar 17 a viz Even. Ar re Walarn a...
Gwelet zo bet skolajidi e-leizh war heñtoù ar Redadeg, eus Beg ar Raz betek straedoù Kemper ha pelloc'h c'hoazh... Kanaouenn Pol Kas ha Red kanet gant ar skolajidi e Beg ar Raz Lena gant ar vazh-test
Ker-ô-zen a zo bet betek Koad ar C'hloerdi evit dastum lastez. Brav e oa an amzer hag ar skolajidi a oa mennet-tre ! 10 kilo lastez a bep seurt a zo bet dastumet ha lakaet er boubellennoù melen, du ha gwer (evit ar gwer). Gourc'hemennoù dezho ! Tiegezh...
D'an 20 a viz Mezheven e oa bet holl skolajidi 5vet klas da gastell Suscinio lec'hiet e ledenez Rewiz. Ur veaj raktreset abaoe 3 bloaz e oa gant ar pal kejañ gant skolajidi Gwened ha Sant Ervlan : 111 skolajiad en holl ! Gellet o deus ar skolajidi heuliañ...
Au sommet de l'horreur bureaucratique : la conférence qui a organisé l'holocauste.... Dec'h 'oa deuet er skolaj Fabrice Le Henanff evit kinnig d'ar skolajidi 3de klas al levr savet gantañ. E miz Even 'oa bet embannet "Wannsee", bannoù-trest o kontañ istor...
Digwener paseet 'oa bet ar skolajidi e mediaoueg Kemper evit sellet ouzh un teulfilm "la résistante et l'enfant". Da heul o doa gellet ar skolajidi sevel goulennoù gant Jean Golgevit. Frouezhus ha frommus 'oa bet ar pennad kaoz gantañ, pa oa o komz eus...