Beilhadeg "Zapping" gant ar re 4re
Astennet war ur gourvezvank e oa Bleuenn (kasourez) o sellet ouzh ar skinwel. Ur skinwel ispisial-tre e oa! Buhezek-tre zoken !
A bep seurt chadennoù a zo bet gwelet ganti :
TV Breizh (chadenn klasel gant keleier, heuliadoù, c'hoarioù, teul-filmoù, reportajoù, meteo,...), B2 (chadenn ar vugale vihan, tresadennoù-bev, kanaouennoù,...), Bali Breizh (chadenn gant keleier nemetken), Brezhoweb (chadenn ar c'hoarioù tele: Foeterien, Lipous, Tri zraig, C'hoari ha deskiñ,...), A5 ( chadenn ar bed, teulfilmoù ha reportajoù diwar-benn an natur, al loened, broioù ha pobloù a-bep seurt,...) C'h6 (chadenn ar sonerezh, sonadegoù, klipoù, atersadennoù,...), M7 ( chadenn ar grennarded, filmoù-berr, heuliadoù, tresadennoù-bev, sonerezh,...), Tele8 (chadenn ar vro, keleier, meteo, heuliadoù, sonerezh, filmoù istorel, reportajoù, ...) hag E9 (chadenn ar sportoù, atersadennoù, krogadoù, tournamantoù, ...).
/image%2F1425692%2F20211001%2Fob_65e192_20210930-203818-1.jpg)
/image%2F1425692%2F20211001%2Fob_8cad34_20210930-204108.jpg)
/image%2F1425692%2F20211001%2Fob_66de16_20210930-204246-1.jpg)
/image%2F1425692%2F20211001%2Fob_f81f55_20210930-204257.jpg)
/image%2F1425692%2F20211001%2Fob_f94e99_20211001-134247.jpg)