Trec'h Alvan hag Ahez !!!

Gwellañ gourc'hemennoù da Alvan hag Ahez !!

Kroget o doa Marine ha Sterenn gant ur c'hleub kanañ er skolaj (diwar alioù fur Louise Ebrel), kendalc'het el lise ha deuet brav ganto dibaoe !!

Ha setu ar pozioù, skrivet gant Marine:

E teñvalijenn ar c'hoadeier e tiwan an noz
Ar stered a deu war-wel en hiboud direpoz
Ur skeud benel a droidell ouzh skleurenn ur flamboz
Oc'h ober fae deus ar fall loened e tañsan
Me bak an tan en o lagad leun a droukc'hoant
Ha da dreiñ 'n'añ en ur c'han da gan' a-unvan
Dañsal a ra gant an diaoul, ha petra?
Dañsal a ran gant an diaoul ha petra?
Entan ha taras, entan jabadao ha taras
Trid' a ra ar c'hoad ouzh stok' ar fulenn a-bilpaz
He hud dudius a bign betek penn ar gwez bras
Oc'h ober fae deus ar fall loened e tañsan
Me bak an tan en o lagad leun a droukc'hoant
Ha da dreiñ 'n'añ en ur c'han da gan' a-unvan
Dispont 'kreiz an digoadenn e tañs ar fulenn
Treiñ ha distreiñ en-dro dezhi eneoù dichadenn
Dispont 'kreiz an digoadenn e tañs ar fulenn
Treiñ ha distreiñ en-dro dezhi eneoù dichadenn
Lalalalalaleno lalelalalo
Lalalalalaleno lalelalalo
Lalalalalaleno lalelalalo
Lalalalalaleno lalelalalo
Dañsal a ran gant an diaoul, ha petra?
Ga' 'n diaoul e tañsan
Dañsal a ran gant an diaoul, ha para?
Lalalalalaleno lalelalalo
Trec'h Alvan hag Ahez !!!
Degemer