Pezh c'hoari ar re 4re
Hiziv 'oa c'hoariet e Ti ar Vro ar pezh c'hoari prientet gant ar skolajidi 4re klas. Kenlabour zo bet gant aktourien La Obra evit kas da benn ar raktres.
Setu diverradenn an istor :« Bugale an Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji, (tud ar veaj) a erru e kêr. Alexandre, ur paotr yaouank a vev er gêr-se. Un deiz e wel an Termaji o tremen er straed. Spiañ a ra anezho e-pad meur a zevezh, betek m’en em gavfe tal ouzh tal gant ur plac’h memes oad hag eñ : Elena. Daoust ma ‘vez difennet outañ gant e gerent mont e darempred ganto, e teuont da vezañ mignoned, hag e krouont asambles un abadenn sonerezh hag arzoù liesseurt.